Breizh-Vras

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Breizh-Vras a zo anv Breizh, pa vez kaoz anezhi gant broadelourien vrezhon 'zo, hervez unan eus ar raktresoù broadelour brezhon niverus a zo hag a vije krouiñ ur Vreizh vrasoc'h eget m'eo hiziv an deiz.[1][2]

En istor ar brezhoneg ez eus anv eus Breizh-Vras en un doare poblek pa vez kaoz eus Breizh-Veur, da lavarout eo enez Vreizh. Hiziv avat e tiforc'hier meizad Breizh-Veur, kevatal d'ar Great Britain saoznek, diouzh hini Breizh-Vras a zo anv ur vro vrezhon hunvreet war ar c'hevandir. Hervez damkanioù 'zo e vije reizh mennout kement-se dre ma vije bet douaroù perc'hennet gant rouantelezh Salamun e Kornog Bro-C'hall, evit lod all e vije reizh dre ma ne vije kudenn ebet oc'h aloubiñ Bro-C'hall p'he deus-hi aloubet Breizh. An trede damkan anavezet a zo hini al lec'hanvadurezh. Gwir eo, kavout a reer evel-se anvioù kêr brezhonek, gallekaet o stumm alies, e Kornog Bro-C'hall, evel da skouer Brehal (eus bro holen) pe Sant-Hilar-an-Argoed er Manche, Landivi er Mayenne, h.a. Menez-Mikael-ar-Mor a vije ivez perc'hennet e Breizh-Vras evel-se, o lakaat termen d'an arvell a zo evit gouzout ha gall e vefe pe brezhon, koulz hag an inizi saoz a-vremañ Jerzenez ha Gwernenez. Ur pevare ha diwezhañ abeg a vez roet da anavezout evit reizhwiriekaat ar raktres-se a zo hemañ : ar roue Nevenoe o vezañ marvet o vrezelekaat e-kostez Gwenngen, e c'heller lavarout en em gave o kerzhout gant e soudarded war-zu ar Reter, oc'h aloubiñ bro gozh ar C'hallaoued eta, ar pezh a rofe ar gwir da ziskennidi Nevenoe da ober heñvel hiziv.

Ar mennad-se n'eo ket hini brudetañ an Emsav, ha peurliesañ e vez c'hoarezet dezhañ gant an darn vrasañ eus an emsaverien p'o devez poan vras a-walc'h evel-se dija o klask adunaniñ bro Naoned d'ar rannvro Breizh. Un darn all eus an emsaverien a vez enebet-krenn ouzh ar mennozh-se dre ma vefe unan trevadennourel, a rankfed neuze kondaoniñ-start. An danvez-raktres-se ouzhpenn a c'houlennfe e vefe Breizh ur stad vrezhon savet endeo, a-benn gallout levezoniñ Kornog Bro-C'hall dre gas eno Bretoned da vevañ, da vrezhonekaat ez-yezhel ar rannvroioù-se, ha klask gounit e mod pe vod an tiriadoù brezhon-se, a-gozh, d'ar stad vrezhon.

Aozadur ar stad a Vreizh-Vras[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ret eo empenntiñ e vefe savet ar stad vrezhon hervez ar broioù hengounel ha dilamet e vije bet evel-se ar pevar departamant gall, pe pemp ma konter al Liger-Atlantel evel bezañ e Breizh. Kustum ez eur da gontañ nav bro hengounel e Breizh, hag int hervez an eskoptioù : Bro-Leon, Bro-Dreger, Bro-Gernev, Bro-Wened, Bro-Sant-Brieg, Bro-Sant-Maloù, Bro-Zol, Bro-Roazhon ha Bro-Naoned. Ouzhpenn dezho eta e rankfed kontiñ teir bro nevez : Bro-Gustentin, Bro-Vezven, ha Bro-ar-Maen, pe Bro-ar-Maen-ha-Liger. Eus nav e tremenfed evel-se da zaouzek bro. An inizi Jerzenez ha Gwernenez da vezañ kontet e-barzh Bro-Gustentin. Bez' ez eus erminigoù war ardamez hengounel departamant ar Vezven (Mayenne), pezh a ziskouez e liamm a-wechall gant Breizh, pe kentoc'h gant marzoù Breizh. Evit bannieloù an tri departamant gall a-vremañ avat e weler implij an daou liv gall boas (glas ha ruz).

Da gêrbenn he defe ar stad vrezhon bras kêr Roazhon, ha n'en em gavfe ket mui e Reter Breizh evel hiziv, met un tammig muioc'h e kreiz pa vefe c'hoazh douaroù brezhon betek penn all ar Vezven. Ur gudenn a sav gant banniel Breizh a-vremañ avat hag a ziskouez nav bandenn oc'h aroueziñ an nav bro vrezhon kempred. Darn a hunvre e c'hellfe neuze, ken naturel ha tra, ar Groaz Du kozh ober e zistro evel arouez vroadel ar Vretoned.

Lec'hiadur Breizh-Vras en Europa.

Douaroù all bet stag ouzh Breizh gwechall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mennad Breizh-Vras ne baouezfe ket amañ. Hiniennoù 'zo a c'houlenn e vefe reizh-kaer ma teufe en-dro d'ar stad vrezhon an holl zouaroù bet perc'hennet pe gant ar rouantelezh, pe gant an dugelezh vrezhon e poent pe boent eus hec'h istor. Evel-se e vez kaoz eus kontelezh Richmond e Hanternoz Bro-Saoz, bet profet d'an dug Alan ar Rouz goude aloubidigezh an enez gant Gwilherm an Alouber. Kestell, hiziv kouezhet en o foull alies, a zo bet savet eno hag annezet gant Bretoned, pa voe stag ouzh dugelezh Vreizh e-doug tri c'hantved. E Bro-C'hall, beskontelezh Limojez a oa bet perc'hennet ivez gant an dugelezh vrezhon dre hanterouriezh an dug Arzhur II e 1275, hag hiziv c'hoazh e kaver erminigoù war banniel rannvroel al Limousin. Erziwezh, n'eo ket bet disoñjet an Inizi Kergelenn ken brudek, e Su meurvor an Indez, bet dizoloet gant ar moraer brezhon Erwan-Jozef Kergelenn eus Tremareg en XVIIIvet kantved.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. " Bez e ranke da Vreiz beza diou wech brasoc'h eget na oa gwechall e harzou an duged evit ma c'hellfe beva en he hez e-kichen kement a zo manet eus Bro-C'hall. Reiz e oa neuze ma vefe dalc'het e Breiz an holl "C'horread Arvoriek" hag a oa bet e dalc'h hor Roueed gwechall, [...]" Stur n° 12 bloaz. 1938, p. 27, Gweledigez Kadoran, gant Ab Arzel.
  2. "[...] Ar bagadoù-se a c'hellfe bezañ kaset tost ouzh Breizh da sevel o c'humuniezhioù a-raok bezañ kaset pelloc'h, e-sell da vrezhonekaat an douaroù gall nesañ ouzh Breizh, a-benn ma vo brasaet ar vro en dazont." An dazont klodus, p. 124, gant Tepod Mab Kerlevenez.