Mont d’an endalc’had

Breguet 14

Eus Wikipedia
Breguet 14
Skeudenn ar pennad Breguet 14

Breguet 14 F-POST, kopienn ar Breguet 14
Kinnig
Bro Frañs Frañs
Doare Karr-nij daoublaen
Rol Bombezer, arseller
Akipaj 2 (ul levier hag un arseller)
Ijiner Louis Breguet
Mare krouidigezh 1916-1917
Produerien Breguet
Michelin
Mare implij 1917–1932 (arme c'hall)
Perzhioù teknikel
Stumm B2
Mas goullo 1 017 kg
Mas d’ar muiañ 1 769 kg
Hirder 8,87 m
Hed-eskell 13,66 m
Keflusker 1 × keflusker Renault 12 Fcx 12 bailh e V, 300 marc’h
Usvevenn 6 200 m
Tizh d’ar muiañ 195 km/h
Padelezh an nijadenn d’ar muiañ 2e45
Armoù Ur vindrailherez Lewis pe Vickers 7,62 mm evit tennañ dirak
2 vindrailherez Lewis 7,62 mm war fustoù doubl
300 kg bombezennoù

Ar Breguet 14 (pe Breguet XIV) zo ur c’harr-nij bombezer hag arseller daoublaen ha daoublas ijinet gant ar gall Louis Breguet, hag implijet dreist-holl e dibenn ar Brezel-bed Kentañ gant an arme c'hall, pe er bed sivil er bloavezhioù 1920 ha 1930.

Deveret eo ar Breguet 14 eus ar pimpatromoù anvet AV1 hag AV2 savet gant Louis Breguet e 1916 ha 1917. Ar c’hirri-nij kentañ dezhe ur framm e metal e oant, pa veze implijet koad ha lien betek-neuze[1]. A-drugarez d'e usvevenn uhel (6 200 m) e chomas dreist diraez ar c'hanolieriezh enep-kirri-kij hag ar c'hirri-nij alaman betek miz Kerzu 1917. Daou zen a oa en e bourzh : ul levier, hag un arseller. Gellet a rae ar Breguet 14 kas betek 300 kg a vombezennoù en e gof, ha pourveziet e oa gant teir mindrailherez kambret e .303 British (7,62 mm) : ur Vickers pe ul Lewis sinkronaet gant ar viñs-tro evit gellet tennañ dirak ar c'harr-nij, ha div Lewis savet war ur fust doubl a-dreñv. Hervez e stumm e c'halle ar Breguet 14 bezañ pourveziet gant un TSF, ur benveg-foto, dafar evit nijal diouzh noz pe tommerezioù evit ar mindrailherezioù[2].

  • A2 : arsellet
  • B2 : bombezenniñ
  • B1 : bombezenniñ, unplas hir e badelezh-nij
  • BN2 : bombezenniñ diouzh hiroc'h e hed-eskell
  • E2 : skol-leviañ
  • S : ambulañs, ennañ daou gravazh

D’ar 6 a viz Meurzh 1917 e voe urzhiet 150 skouerenn eus an AV2 gant an arme c’hall, en ur stumm arseller, hag anvet e voent Breguet 14 A2 en ur mod ofisiel. 150 re all, er stumm bombezer B2, a voe urzhiet un tammig goude digant Michelin[1].

A-drugarez d’ar Breguet 14 e teuas a-benn an arme da izelaat an niver a girri-nij disheñvel implijet ganti : ar SPAD evit ar chaseal, ar Voisin 10 evit ar bombezenniñ diouzh noz, hag ar Breguet 14 evit an arsellet hag ar bombezenniñ diouzh an deiz. Ar Salmson 2A2 a gendalc’has da vezañ implijet evit an arsellet ivez. Kement-se a aesaas labour servijoù pourveziañ ha mekanikerezh an arme[1].

Kordañ a rae ar Breguet 14 gant an ezhommoù termenet gant Pétain evit an arme, da lavaret eo kirri-nij niverus gouest da skoazellañ a-dost ar c’hanolierezh hag an droadegiezh war an dachenn daktik, pa chomas an Alamaned gant kirri-nij ponneroc’h savet evit kas bombezadegoù strategel pelloc’h. Ar Breguet 14 a voe implijet war an talbenn evit ar wech kentañ e miz Gwengolo 1917[2].

E dibenn miz Meurzh 1918 e oa 225 Breguet 14 B2 dasparzhet etre div skouadrenn. Divizet e oa bet lañsañ anezhe a-enep d’an Alamaned da vare o argadenn veur, a grogas d’ar 21 a viz Meurzh. D’ar 26 ha d’ar 27 e voe taget 280 gwech ar c’holonennoù alaman gant ar Breguet 14, a-drugarez da 70 tonenn bombezennoù. A-drugarez dezhe ha da elfennoù all e krogas an argadenn alaman da wanaat d’an 28. Ar Breguet 14 a harzas c’hoazh an dagadenn alaman diwezhañ etre ar 15 hag ar 17 a viz Gouere e Champagn, e takad Trélou-sur-Marne, nepell diouzh Château-Thierry, a-raok souten an enebargadenn kaset gant ar C’hallaoued hag o c’hevredidi. D’an 10 a viz Du e voe kaset kefridioù diwezhañ ar Breguet 14 a-us da dakad Mariembourg (Belgia)[1].

8 200 skouerenn eus ar Breguet 14 a voe produet betek 1926. Lod anezhe a voe pourveziet d'an USA Air Service stadunanat ha da arme Gres e 1917 ha 1918[2]. Chom a reas e servij en arme c’hall betek 1932, ha servijout a reas ivez er bed sivil, evit an Aéropostale da skouer, etre daouarn levierien vrudet evel Guillaumet, Mermoz pe Saint-Exupéry[1].

Ur gopienn anvet F-POST eus ar Breguet 14 zo bet savet e 1993, ha nijal a ra c'hoazh.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr) BELLET Eugène, Breguet 14, des tranchées à l'Aéropostale, Privat, 2011, 142 p., ISBN 978-2708992290
  1. 1,0 1,1 1,2 1,3 ha1,4 (fr) GRUMBERG Pierre, Breguet 14 contre AEG G.IV : la naissance du bombardier tactique, Sciences & Vie Guerres & Histoire, n°82, miz Genver 2025, pp. 76-81
  2. 2,0 2,1 ha2,2 (fr) Le Breguet XIV, avion d'armes, Association Breguet XIV (lennet d'an 12/03/2025)