Bowes (Durham)

Eus Wikipedia
Kastell Bowes

Bowes zo ur gêriadenn e kontelezh Durham, e Bro-Saoz. Kresket eo en-dro da Gastell Bowes.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emañ Bowes er pezh a oa gwechall North Riding of Yorkshire, unan eus rannoù kontelezh Yorkshire, met abaoe 1974 emañ e kontelezh velestradurel Durham.

E Bowes emañ rivinoù ar c'hamp roman anvet Lavatris[1]. Adimplijet e voe al lec'h evit sevel Kastell Bowes.

Lanneier Bowes

Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An anv 'Bowes' a gaver meneget evit ar wech kentañ en ur skrid eus 1148, gant ar stumm Bogas. Bez' eo liester ar ger hensaoznek boga (>bow, "gwareg"). Moarvat e talveze kement ha "pont bolzek"[2].

Hummerbeck Lane : hent roman eus Vindamora (Binchester) da Lavatrae (Bowes)

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. A.L.F Rivet & Colin Smith : The Place-names of Roman Britain. Batsford Ltd. 1979. Édition 1982.
  2. Eilert Ekwall, The Concise Oxford Dictionary of English Place-names, p.56.