Boujienn enaouiñ
Neuz

Ur voujienn enaouiñ zo ur pezh eus ar c'hefluskerioù esañs ensoc'het e kambr-leskiñ ar bailhoù. E rol eo produiñ miliadoù a waregoù tredan bep munutenn evit lakaat ar meskaj aezhennek e-barzh ar gambr da darzhañ. Evit se e rank gellet anduriñ ar gwaskoù uhel degaset gant an tarzhadennoù er bailhoù. Implijet e voe e 1876 evit ar wech kentañ, met berzh a reas da vat adalek 1902 a-drugarez d'an emebregerezh alaman Bosch.
Ne gaver boujienn enaouiñ ebet er c'hefluskerioù Diesel, a ra gant an enaouiñ dre aer gwasket, met boujiennoù raktommañ.