Bouches-de-l'Èbre

Eus Wikipedia
Bouches-de-l'Èbre, un departamant etre 1812 ha 1814.

Bouches-de-l'Èbre a oa anv un departamant gall e Katalonia e-pad ma oa dalc'het Bro-Spagn gant armeoù Napoleone Buonaparte, en amzer ar roue José Iañ, e vreur Giuseppe Buonaparte.

Lerida (Lleida e katalaneg) e oa ar pennlec'h. E Tortosa ha Tarragona e oa isprefetioù.

Krouet e oa bet an departamant d'an 26 a viz Genver 1812, pa voe staget Katalonia ouzh an "Impalaeriezh C'hall", hag ennañ e oa lakaet an douaroù treuzet gant ar stêr Ebre.

Diskaret e voe an departamant e miz Meurzh 1813 pa voe unanet gant departamant Montserrat evit sevel departamant nevez Bouches-de-l'Èbre-Montserrat.

Gwelit ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]