Bouc'hal

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ur vouc'hal vaen
Ur vouc'hal
Paotr e vouc'hal
Livadur gant Paul Gauguin (1891).

Ur vouc'hal a zo ur benveg dezhañ ul lavnenn metal (dir peurliesañ) stag ouzh un troad koad. Implijet e vez da droc'hañ koad peurliesañ, met bet eo bet implijet evel arm ivez. C'hoarvezout a ra ivez e vefe implijet gant ar bomperien pa rankont distruj dorioù.

Orin[kemmañ]

Krouet e voe ar vouc'hal e-tro ar VIvet milved kent J.-K. da vare ar Mezolitik, en Europa. Ar ger rakindezeuropek a dalveze "bouc'hal" en dije gellet bezañ pelek'u-, hag a zeuas da vezañ πέλεκoς (pelekos) e gresianeg ha parashu e sañskriteg.

Ar bouc'halioù kentañ a oa dezho ur maen sanket etre daou blankenn koad stag an eil ouzh egile gant kordenn hag a servije ivez da zerc'hel al lavnenn en he flas. Ar re nevesañ a zo dezho ul lavnenn doull, ha dre an toull-se e tremen an troad.

Arm[kemmañ]

Evel armoù e c'hall ar bouc'halioù bezañ implijet, pa vez tost an emgannerien an eil ouzh ar re all. Diaesoc'h da implijout evit ur c'hleze eo, rak kempouez eo ar c'hlezeoù gant ar pommelloù. Met nerzhusoc'h eo an taolioù pa skoer gant ur vouc'hal. Gant ar Franked e veze bouc'halioù bihan anvet frañsisk, dezho un troc'h doubl. Ar bouc'halioù bihan ha skañv a c'hall bezañ taolet. 2 gilo eo pouez ur vouc'hal peurliesañ.



Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.

Levrlennadur[kemmañ]

  • P. Pétrequin & A.M. Pétrequin, Écologie d'un outil: la hache de pierre en Nouvelle-Guinée occidentale, Embannadurioù CNRS, 1993.
  • P. Pétrequin, La hache de pierre: carrières vosgiennes et échanges de lames polies pendant le néolithique (5400 - 2100 av. J.-C.), diskouezadeg e mirdi Auxerre, Embannadurioù Errance, 1995
  • W. Borkowski, Krzemionki mining complex, Warszawa, 1995
  • R. Bradley & M. Edmonds, Interpreting the axe trade: production and exchange in Neolithic Britain, 1993