Mont d’an endalc’had

Boston Massacre

Eus Wikipedia
The Bloody Massacre Perpetrated in King Street Boston on March 5th, 1770 (« Al lazhadeg wadus kaset da benn e King Street e Boston d'ar 5 a viz Meurzh 1770 »), gant Paul Revere hervez un engravadur gant Henry Pelham livet gant Benjamin Edes

Ar Boston Massacre (Lazhadeg Boston), pe Incident on King Street, d'ar Saozon, a voe ur stourmad ma voe gwelet al lu saoz o tennañ war ur mor a dud d'ar 5 a viz Meurzh 1770. 5 den a voe lazhet ha 6 gloazet. Trouz bras a voe graet tro-dro d'an darvoud gant brogarourien Amerika evel Paul Revere ha Samuel Adams, evit entanañ tud an trevadennoù d'en em sevel a-enep ar galloud saoz.