Bonreizh c'hall ar 4 a viz Here 1958
Bonreizh Bro-C'hall, anvet ivez eus "bonreizh ar Pempvet Republik", ar renad hag a zo e Bro-C'hall hiziv-an-deiz, a voe degemeret d'ar 4 a viz Here 1958. Reolenn uhelañ ar vro eo, daoust da bemp adreizhadenn warn-ugent ; chom a ra unan eus ar bonreizhoù stabilañ en istor Bro-C'hall. Skrivet e oa bet e-kerzh brezel Aljeria hag ar pal e oa reiñ lamm d'an distabilded gouarnamantel ha d'ar riskl taol-stad milourel; ouzhpenn adlakaat ur galloud errounit kreñv. Daou zen a oa bet pouezus evit sevel ar vonreizh : Michel Debré, awenet gant ar vonreizh vreizhveuriat gant ur c'hentañ ministr galloudus, hag ar jeneral de Gaulle, hag an daou o doa c'hoant da gaout ur prezidant ar republik evel gwarezer an ensavadurioù, hervez an talvoudegezhioù embannet e-kerzh prezegennoù de Gaulle e Bayeux hag Épinal e 1946.