Bona di Savoia (dugez Milano)
Bona di Savoia (Bonne de Savoie e galleg), ganet d'an 10 a viz Eost 1449 e Chambéry pe en Avigliana, ha marvet d'ar 17 a viz Du 1503 e Fossano, a oa ur briñsez italian hag a voe dugez Milano pa zimezas da 18 vloaz d'an dug Galeazzo Maria Sforza.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pemzekvet bugel Ludovico Iañ Savoia (1413-1465), dug Savoia, e oa. He mamm a oa Anna Lusignan (1419-1462), merc'h da Janus Kiprenez (1375-1432), roue Kiprenez ha Charlotte de Bourbon ([[1388]-1422).
E miz Gouere 1461 e fellas d'ar roue gall nevez Loeiz XI, pried da Charlotte de Savoie, skoulmañ un emglev gant Francesco Iañ Sforza, dug Milano, ha tiegezh Savoia, war zigarez dilezel gwirioù Bro-C'hall war ar c'hêrioù italian Genova ha Savona.
Kement-se a voe aprouet gant Francisco Sforza, goude ma veze kustum d'ober emglev gant kurunenn Aragon rouantelezh Naplez.
D'ar 24 a viz Ebrel 1467 e varvas Dorotea Gonzaga (1449-1467), pried Galeazzo Maria Sforza (1444-1476), mab henañ Francisco Sforza, dug Milano war-lerc'h e dad abaoe an 8 a viz Meurzh 1466. P'edo an intañv o klask gwreg e taolas e c'hoant war unan eus merc'hed e amezeg Ludovico Iañ Savoia : Bona di Savoia.
Dimeziñ dre hanterouriezh a voe e kastell Amboise d'an 10 a viz Mae 1468, dirak Tristano Sforza, hantervreur Galeazzo Maria Sforza. D'ar 7 a viz Gouere e voe lidet eured Bona, 18 vloaz, ha Galeazzo Maria Sforza en iliz-veur Milano.
E Castello Sforzesco, kastell an tiegezh Sforza e Milano, e veve Bona gant he fevar bugel ganet etre 1469 ha 1473.
Ne grogas buhez politikel Bona nemet goude muntr he fried, d'ar 26 a viz Kerzu 1476.
Seizh vloaz hanter hepken e oa o mab Gian Galeazzo Sforza (1469-1494) p'en em gavas dug Milano.
Bona a voe dugez en e lec'h, hag a gemeras da guzulier Cicco Simonetta, sekretour he fried, a oa bet anvet da gulator o mab ur wech all, e 1473, pa oa bet gwall glañv an dug.
Bec'h avat a voe gant eontred ar bugel, ha Ludovico Sforza (1452-1508) en o fenn, heuliet gant Ascanio, Sforza Maria, Ottaviano, Filippo Maria[1].
Kerkent ha miz C'hwevrer 1477 e rankas Bona, gant skoazell Loeiz III Mantova, markiz Mantova, ober d'ar vreudeur chom e pep a di.
Goude dezho mougañ un emsavadeg e Genova e klaskjont afer ouzh Cicco Simonetta dre m'en doa re a c'halloud, hervezo, e gouarnamant an dugelezh. E miz Mae 1477 e voe bac'het ur mignon dezho, Donato del Conte, hag int neuze d'en em sevel, met trec'het e voent, barnet ha harluet, ma voe peoc'h ur pennad digant Ludovico Sforza. Met gwalennoù all a oa estreget he breudeur-gaer : naonegezh ha kleñved-red a voe er vro e 1478.
Ouzhpenn da se e voe faezhet arme Milano d'ar 1añ a viz Gouere e Busalla gant emsavidi Genova, renet gant Roberto Sanseverino (~1430-1474), condottiero, priñs Salerno hag ur c'hamarad d'ar vreudeur-gaer.
D'an 28 a viz Kerzu e c'hoarvezas Emgann Giornico, pe "emgann ar Vein Vras" (Battaglia dei Sassi grossi) etre arme Milano ha hini gwazed menezioù Kanton Ticino[2] ha trec'h e voe ar Suised, kollet ar Valle Leventina gant Milano ha daskoret da Ganton Uri.
E deroù 1479 e voe gwelet Ludovico Sforza en-dro, ha gantañ Sforza Maria ha Roberto Sanseverino. Aet e oa an daou vreur da vriganted, a wastas Toskana da gentañ, rannvro Genova goude, gant Obietto Fieschi en dro-mañ. Lakaet e voent e-maez al lezenn ha kemeret e voe o madoù diganto.
E miz Gouere 1479 e varvas Sforza Maria, lonket kontamm gantañ[3] Ludovico a gemeras neuze an titl a zug Bari.
Gant 8 000 den armet e voe kemeret Tortona ganto e miz Eost 1479, ha freuz ha reuz a voe lakaet e tolead Alessandria.
Bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pevar bugel he doe Bona.
- Gian Galeazzo Sforza, a voe dug war-lerc'h e dad Galeazzo Maria, hag a zimezas da Isabella d'Aragona (1470-1524)
- Ermes (1470-1503), a voe markiz Tortona
- Bianca Maria Sforza (1472-1510), a zimezas e 1493 d'an impalaer Masimilian Iañ an Impalaeriezh Santel
- Anna Maria Sforza (1473-1497), a zimezas d'ar 17 a viz Genver 1491 da Alfonso Iañ d'Este, dug Ferrara.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (it) 'Cronologia di Milano'. Kavet : 24/09/2023.
- (en) 'Duke Ludovico I of Savoy'. Kavet : 24/09/2023.
- (en) 'Sforza family'. Kavet : 24/09/2023.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (it) Frigeni Careddu, Mariana. Ludovico il Moro. Piacenza : Sperling e Kupfer, 1997 (ISBN 978-88-200-2434-5)
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Filippo Maria : trede bugel Francesco Sforza]], ha n'eo ket Philippe Marie Visconti, eil mab Gian Galeazzo Visconti.
- ↑ E Suis emañ hiziv, met ur rannvro italian e oa da neuze.
- ↑ Lavaret e veze e oa bet aozet an taol gant Cicco Simonetta.