Bombezenn
Neuz
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ur vombezenn zo ur benveg tarzh, savet gant un endalc'her leuniet gant un danvez-tarzh, e bal distruj ar pezh a zo tro-dro ha/pe lazhañ tud. Gellet a ra bezañ boulc'het he zarzhadenn gant ur munuter, ur bellurzhierez, pe ur c'haptor (dre wask, dre radar pe dre stekiñ da skouer).
-
Ur vombezenn Mk 82 nann-heñchet, graet evit bezañ taolet deus un nijerez.
-
Un nijer alaman o taoler ur vombezenn e dibenn ar Brezel-bed Kentañ.
-
Ur vombezenn savet diwar tuellennoù metal.
-
Ur vombezenn BOLT-117 heñchet dre laser.
-
Raksell distrujoù tarzhadenn an Tsar Bomba, ar vombezenn nukleel greñvañ a zo bet lakaet da darzhañ biskoazh en Istor Mab-Den, war ur gartenn eus Pariz.
