Bombezadeg Venezuela gant Stadoù-Unanet Amerika e 2026
| Rann eus | Operation Southern Spear, crisis in Venezuela |
|---|---|
| Arvez | second presidency of Donald Trump |
| Stad | Venezuela |
| Lec'h | Caracas, Miranda, Aragua, La Guaira |
| Raklec'hiet gant | United States military buildup in the Caribbean during Operation Southern Spear |
| Deiziad | 3 Gen 2026 |
| Abeg pennañ | Donroe Doctrine |
| Efed | capture of Nicolás Maduro |
| Bukenn | Nicolás Maduro, Cilia Flores |
| Code name | Operation Absolute Resolve |
D'an 3 a viz Genver 2026, Stadoù-Unanet Amerika o doa bombezet meur a lec'h e Norzh Venezuela, ha tizhet e oa bet ar gêr-benn Caracas[1]. Gwelet eo bet an oberiadur evel ur bazenn veur ouzhpenn er bec'h er rannvro.
Ar prezidant venezuelat Nicolás Maduro en doa lakaet da dalvezout ar stad a reuziad goude ma vije kroget an tarzhadennoù. Ar gouarnamant en doa touet e vije difennet ar vro e-tal an obererezhioù milourel stadunanat a oa o klask kemm ar gouarnamant. Diskrivet e oa bet an obererezhioù evel un "dagadenn impalaerour" ha galvet e oa bet Kuzul Surentez ar Broadoù Unanet da gaout un emvod.
Da 5:21 diouzh ar mintin VET, ar prezidant stadunanat Donald Trump en doa kemennet war Truth Social e oa bet "harzet" ar prezidant venezuelat Nicolás Maduro gant e wreg Cilia Flores ha kaset er-maez diouzh ar vro[2][3]. Hervez ar Sekretour Stad Marco Rubio, Maduro a oa bet "harzet" hag a oa da vezañ barnet evit "torfedoù lies er Stadoù-Unanet"[4]. Hervez ar brokulorez veur stadunanat Pam Bondi e vije rebechet dezhañ, dreist-holl, torfedoù liammet ouzh an narcosponterezh[5]. Ar vesprezidantez venezuelat Delcy Rodríguez he doa embannet evel respont e oa kollet Maduro hag e wreg hag e oa ezhomm da gaout "prouennoù buhez"[6].
Lod eus pennoù bras er Stadoù-Unanet ha broioù all o deus klemmet war an obererezh a-bezh er-maez eus al lezenn[7][8][9][10]. Goude ur brezegenn, ar prezidant Trump en deus embannet e oa steuñv ar Stadoù-Unanet da “ren” Venezuela betek ma vije eus ur "c'hemm gwarezet, prop ha poellek". Trump en deus embannet e vije an embregerezhioù stadunanat da vezañ “liammet-tre” ouzh interestoù an eoul-maen e Venezuela, hag e vije rannet an arc'hant hervez interestoù ar boblañs[10].
Degemer ha disoc'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Venezuela
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
A-raok skrapadenn Maduro, Gouarnamant Venezuela en doa embannet e save a-enep an dagadenn vilourel[11][12] hag embannet en devoa ur gemenadenn ofisiel evit tamall ar bombezadegoù d'ar gouarnamant stadunanat, ar pezh a oa "kentañ lodenn ur steuñv evit skrapañ danvezoù krai Venezuela", dreist-holl an eoul-maen[13][14]. Ministr an Difenn, Vladimir Padrino López, en doa embannet e oa eus an tagadennoù reoù er-maez eus al lezenn. Lavaret a reas ivez e oa Venezuela o vont da stourm ouzh ar soudarded estren[15] hag e oa bet lakaet da dalvezout gant ar gouarnamant ur "stad stroñs diavaez", un doare stad a reuziad, hervez "urzhioù Maduro"[16].
Ar vesprezidantez Delcy Rodríguez he devoa embannet ne vije ket mui Venezuela "trevadenn den ebet en-dro – na hini impalaeriezhoù kozh, na hini impalaeriezhoù nevez, na hini impalaeriezhoù war ziskar". Rebechet he deus e oa ar "brezel war an drammoù" un digarez, hag e oa pal gwirion Stadoù-Unanet Amerika kemm ar gouarnamant ha kontrollañ "energiezh, danvez meinel ha danvezioù krai all ar vro". Rodríguez he deus embannet ivez e oa eus an dagadenn stadunanat war Venezuela unan "sionour"[17].
Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Nicolás Maduro e bourzh an USS Iwo Jima.
-
Venezueliz o lidañ harzadenn Maduro e Parque Almagro, Santiago de Chile.
-
Stadunaniz o vanifestiñ e Times Square da c'houlenn ma vije paouezet gant bombezadeg Venezuela ha skrapadenn e-maez lezenn Nicolás Maduro.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Kahn, Carrie (2026-01-03). Trump claims U.S. strikes, Maduro captured as explosions hit Caracas (en).
- ↑ Access Restricted.
- ↑ Stavrou, Athena (2026-01-03). "Venezuela latest: Trump says President Maduro has been captured after huge airstrikes on Caracas" (in en), The Independent.
- ↑ Live updates: Multiple explosions rock Venezuelan capital Caracas (en)(2026-01-03).
- ↑ Bergengruen, Vera (3 January 2026). Maduro Faces Federal Drug-Trafficking Charges in U.S. (en).
- ↑ Venezuela latest: Trump says US has 'captured' President Maduro in strikes on country - latest (en-GB)(2026-01-03).
- ↑ U.S. Launches military strikes on Venezuela, Trump says Maduro captured and flown out of the country.
- ↑ Patrom:Cite Twitter
- ↑ US will be 'strongly involved' in Venezuela oil industry, Trump says after Caracas attacked and Maduro captured – live. the Guardian (2026-01-03).
- ↑ 10,0 ha10,1 "Live Updates: U.S. Captures Venezuelan Leader, Trump Says", The New York Times (3 January 2026).
- ↑ Patrom:Cite press release
- ↑ "Venezuela: U.S. Kidnaps Maduro, Trump Says "We Are Going to Run" Country" (in en), Democracy Now!.
- ↑ Régimen de Maduro señala a Estados Unidos de las explosiones en Caracas y otras partes de Venezuela (es)(3 January 2026). “Por medio de un comunicado, la dictadura venezolana aseveró que este ataque busca "apoderarse de los recursos estratégicos de Venezuela, en particular de su petróleo"”
- ↑ "Venezuela says it rejects "military aggression" by the US", Reuters (3 January 2026).
- ↑ "Venezuela defense minister says will resist presence of foreign troops", Reuters (3 January 2026).
- ↑ Luciano, Lilia (3 January 2026). "Venezuelan defense minister says military is being deployed", CBS News.
- ↑ "'Zionist attack:' Venezuela's acting gov't blames Israel for Maduro seizure", i24NEWS (4 January 2026).