Bombezadegoù stadunanat savadurioù nukleel Iran
Rann eus | brezel etre Iran hag Israel ![]() |
---|---|
Stad | Iran ![]() |
Lec'h | Fordow Uranium Enrichment Plant, Natanz Nuclear Facility, Isfahan Nuclear Technology/Research Center ![]() |
Deiziad | 22 Mez 2025 ![]() |
Perzhiad | Armeoù ar Stadoù-Unanet ![]() |
Efed | Operation Glad Tidings of Victory ![]() |
A implij | GBU-57A/B MOP ![]() |
Code name | Operation Midnight Hammer ![]() |
D'an 22 a viz Even 2025[1] an United States Air Force hag Navy a oa bet o tagañ teir greizenn nukleel en Iran e-kerzh ar Brezel etre Iran hag Israel. Uzin Fordow pinvidikaat uraniom, Kreizenn nukleel Natanz, hag Kreizenn teknologiezh nukleel Isfahan a oa palioù an dagadenn ha stlapet e oa bet pevarzek GBU-57A/B MOP (Massive Ordnance Penetrator) (14 000 kilo) bombezennoù "bunker buster" gant kirri-nij kuzh Northrop B-2 Spirit, hag ouzhpenn-se e oa bet tennet misiloù Tomahawk diouzh ul lestr-spluj.[2][3] An dagadenn, anv-kod Operation Midnight Hammer (Oberiadur morzhol hanternoz), a oa ar wech kentañ o welet ar stadunaniz o kemer perzh er brezel etre Iran hag Israel, hag a oa kroget d'an 13 a viz Even gant tagadennoù an israeliz war Iran.[4][5]
Ar prezidant stadunanat Donald Trump en doa embannet an obererezh vilourel dre Truth Social, o tiskrivañ an ober evel "un dagadenn gant berzh, berzh bras". Betek-henn n'eo ket sklaer an disoc'hoù eus ar bombezadegoù. Ar barlamantourien Republikan evit an darn vrasañ anezho a zo a-du gant Trump, padal an darn eus an Demokrated ha lod eus ar Republikaned a zo en entremar a-fed ma vije bonreizhel an daore da vezañ graet an traoù, an dilec'hioù hag a vo, ha penaos e vo respontet gant Iran. Dre ar bed eo en entremar ivez degemer ar c'heloù, lod pennoù bras o devoa degemeret mat ar fed terriñ program nukleel Iran lod all avat a zo ankeniet gant ma vije ur pazenn ouzhpenn o welet ar brezel-se o vont war wasaat ha lod all a zo emsavet a-enep un dagadenn hep diazez lezennel etrebroadel. Ul lodenn eus respont Iran a zo bet bombezenniñ bazennoù stadunanat e Qatar Hag Irak d'an 23 a viz Even.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ An tagadennoù a zo bet embannet da vezañ kroget da 2:30a.m. Amzer standard Iran (i.e. UTC+03:30) d'an 22 a viz Even, ar pezh a talvezfe da 23:00 UTC d'an 21 a viz Even
- ↑ "U.S. Enters War With Iran, Striking Fordo Nuclear Site: Live Updates", The New York Times (June 21, 2025).
- ↑ Donald J. Trump (@realDonaldTrump) (June 21, 2025). We have completed our very successful attack on the three Nuclear sites in Iran, including Fordow, Natanz, and Esfahan. All planes are now outside of Iran air space. A full payload of BOMBS was dropped on the primary site, Fordow. All planes are safely on their way home. Congratulations to our great American Warriors. There is not another military in the World that could have done this. NOW IS THE TIME FOR PEACE! Thank you for your attention to this matter. (en).
- ↑ "The U.S. Enters Israel's War Against Iran: What to Know" (in en-US), The New York Times (June 13, 2025).
- ↑ US bombs Fordo, 2 other nuclear facilities, joining Israel's war in Iran (en-US).