Mont d’an endalc’had

Boled

Eus Wikipedia
Boledoù a bep seurt implijet er munision 7,5 mm Swiss. An tri a-zehou zo gwelet a-droc'h.

Ur boled, pe bolod a-wechoù[1], zo ur vannadell tennet gant un arm-tan hiniennel evel ur bistolenn, ur revolver pe ur garabinenn. Elfenn ur munision eo en armoù-tan a-vremañ.

Boledoù mousked kavet war dachenn emgann Naseby (Bro-Saoz, 1645).

Bannadelloù sferek hepken e oa ar boledoù implijet en armoù-tan hiniennel en Europa adalek ar XVvet kantved. E plom e oant peurliesañ. Dre ma oa izel a-walc'h galloud ar poultr du implijet da dennañ ar bannadelloù-mañ e oa bras o c'halibr (17,5 mm evit ar mousked stumm 1777 gall da skouer). E deroù an XIXvet kantved e krogas armeurerien da labourat war boledoù disheñvel o stumm, evel ar Gall Claude Minié, a ginnigas ur vannadell kranennek-krommvegek dezhi rizennoù er bloavezhioù 1840[2].

Adalek ar bloavezhioù 1880, donedigezh ar poultr divoged a zegasas kemmoù war ar bannadelloù. Kalz uheloc'h e oa o zizh gant ar c'hargadoù-poulzañ nevez evit gant poultr du kozh (betek 800 m/s e-lec'h 450 m/s d'ar muiañ a-raok). Riskloù a veze e vije distummet ar boledoù plom gant an tizh. Kroget e voe neuze da wiskañ ar boledoù plom gant danvezioù kaletoc'h. Ar c'hendeuz implijetañ eo ar meskaj kouevr ha zink. Staen a vez ouzhpennet a-wechoù evit ne vefe ket goloet diabarzh ar c'hanol gant re a gouevr goude an tennoù[2].

Doareoù boledoù a-vremañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mas ur boled a vez eztaolet e grammoù pe e greun (1 c'hreunenn = 0,0648 gramm hag 1 gramm = 15,4324 greunenn). Boledoù dezhe masoù disheñvel a c'haller sterniañ war pep kalibr munisionoù.

Skouer munision Mas ar boled (gramoù) Evezhiadenn
5,45 × 39 mm M74 Etre 3,43 ha 5,2 g Kartouchenn implijet en AK-74
.308 Winchester Etre 10 hag 11 g Kartouchenn sivil ha milourel, standart an AFNA
12,7 × 99 mm Etre 42 ha 52 g Kartouchenn vilourel, standart en AFNA
9 mm Parabellum Etre 3,9 ha 8,4 g Kartouchenn armoù-dorn implijetañ er bed.
.22 Long Rifle Etre 1,9 ha 2,6 g Kartouchenn sivil, implijet er sportoù tennañ dreist-holl.
Boledoù .270 Winchester disheñvel (a gleiz da zehou) : 6,5 gram ; HP 7,5 gram ; FMJ 9,7 gram ; RN.

Stumm ha danvez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Doareoù boledoù disheñvel a gaver hervez o stumm hag o implij. O stumm, o danvez hag o douester a gemm o c'henefeder bannouriezh.

Bannadelloù evit an armoù-skoaz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • FMJ (Full Metal Jacket) : boled gwisket. Ne zistumm ket pa sko ouzh un dra. Implijet e vez gant an armeoù, hag e bed ar chase a-enep loened bras-tre (olifanted pe frikorneged da skouer).
  • SP pe JSP (Soft Point pe Jacketed Soft Point) : gwak eo beg ar boled, a ra ur skabell-touseg pa sko ouzh ar sibl.
  • HP (Hollow Point) : kleuz eo beg ar boled. Implijet e vez evit ar c'halibroù bihan.
  • Boledoù H : ur speurenn metal kaletoc'h a zo e kreiz kalonenn blom ar boled. Gant se e c'hall ar boled en em ledañ ouzh e sibl ha treuziñ anezhañ mat ivez.

Bannadelloù evit an armoù-dorn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • boledoù krommvegek e plom penn-da-benn.
  • RN (Round Nose) : boled simpl ha marc'hadmat, nann-wisket, ront e benn.
  • Wadcutter pe Semi-wadcutter : boledoù plaen o beg, implijet evit ar sportoù tennañ betek 25 metr.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr) MALFATTI René, Manuel de rechargement n°6, Crépin-Leblond, 2004, 384 p., ISBN 2-7030-0235-1
  • (fr) LAMOTHE Arnaud, Guide pratique des armes à feu, 2025, ISBN 979-104156214-5, p. 26</ref>

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Geriadur F. Favereau
  2. 2,0 ha2,1 (fr) MALFATTI René, Manuel de rechargement n°6, Crépin-Leblond, 2004, ISBN 2-7030-0235-1, pp. 17-22
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan