Boisbriand (Kebek)
| Rann eus | Greater Montreal |
|---|---|
| Deiziad krouiñ | 1 Gen 1946 |
| Anv annezidi | Boisbriannais, Boisbriannaise |
| Stad | Kanada |
| E tiriad | Thérèse-De Blainville |
| Daveennoù douaroniel | 45°37′0″N 73°50′0″W |
| Gevellet gant | Annemasse |
| Perc'henn war | Centre d'Excellence Sports Rousseau |
| A zo stok ouzh | Sainte-Thérèse, Québec, Mirabel, Saint-Eustache, Laval, Rosemère |
| Lec'hienn ofisiel | http://www.ville.boisbriand.qc.ca/ |

Boisbriand a zo ur gêr e mervent proviñs Kebek, e Kanada. Emañ e rannvro velestradurel Laurentides, war-dro 30 km er gwalarn da v-Montréal. Emañ Boisbriand e kumun [[Thérèse-De Blainville]. Betek 1974 e oa Sainte-Thérèse-Ouest hec'h anv.
Istor hag ekonomiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E miz Gwengolo 1683 e voe roet gant Loeiz XIV, roue Bro-C'hall, un tiriad bras e Norzh stêr Mille Îles d'an denjentil ha milour breizhat Michel-Sidrac Dugué de Boisbriant. An dalc'h en em lede eus Terrebonne betek stêr du Chêne, e Saint-Eustache.
Liammet a-dost eo Boisbriand ouzh teir maouez : Marie-Thérèse Du Gué de Langloiserie, Suzanne de Langloiserie de Blainville ha Marie-Anne-Thérèse de Blainville Lamarque (anavezet dindan an anv Thérèse de Blainville), merc'h, merc'h-vihan ha merc'h-ioù Michel-Sidrac Du Gué. Kemeret o deus perzh e diazezadur an aotrouniezh, he zrevadennadur hag he diorroadur.
D'ar 1añ a viz Genver 1946 e voe diazezet kumun (municipalité) Sainte-Thérèse-Ouest. Un disrann eus parrez vras Sainte-Thérèse e oa.
E 1964 e voe divizet gant General Motors Kanada (GM) sevel e labouradeg e Boisbriand. Digoret e voe en ur mod ofisiel d'an 12 a viz Here 1965, e lec'hienn a-vremañ ar greizenn genwerzhel Faubourg Boisbriand.
E 1969 e voe ret da gumun Sainte-Thérèse-Ouest en em zispartiañ eus ul lodenn vras eus he ziriad peogwir e oa bet divizet gant gouarnamant Kanada sevel aerborzh etrebroadel Montréal eno.
D'ar 16 a viz Meurzh 1974 e cheñchas anv ar gumun eus Sainte-Thérèse-Ouest da Boisbriand.
D'an 29 a viz Eost 2002 e serras GM he labouradeg kenstrollañ kirri-tan, an hini nemetañ e Kebek[1],[2].
Digeriñ a reas stalioù-kenwerzh kentañ "Faubourg Boisbriand" war al lec'hienn e 2007.
Fedoù heverk istor Boisbriand en XXvetkantved[3]:
| 1946 | Krouiñ kumun Sainte-Thérèse-Ouest. |
| 1959 | Sevel ar gourhent 15 |
| 1962 | Sevel ar gourhent 640 |
| 1964 | General Motors o tont da Sainte-Thérèse-Ouest |
| 1969 | Ret eo d'ar gêr en em zispartiañ eus ul lodenn eus he ziriad, bremañ e kêr Mirabel. |
| 1970 | Ar statud a gêr a zo roet da Sainte-Thérèse-Ouest d'ar 15 a viz Gouere. |
| 1974 | Dont a ra kêr Sainte-Thérèse-Ouest da vezañ kêr Boisbriand ent-ofisiel. |
| 1975 | Digoret eo ar gourhent 13 |
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant ar stêr Mille Îles eo treset harzoù ar gumun eus ar mervent d'ar biz. Redek a ra ar Rivière aux Chiens war-zu ar reter dre norzh ar gêr.
Poblañs
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Melestradurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Aozet e vez an dilennadegoù-kêr e eizh distrig disheñvel[4].
| Boisbriand Maered abaoe 2002 | |||
| Dillenadeg | Maer | ||
|---|---|---|---|
| 2002 | Robert Poirier | ||
| 2005 | Sylvie St-Jean | ||
| 2009 | Marlene Cordato | ||
| 2013 | |||
| 2017 | |||
| 2021 | Christine Beaudette | ||
Sevenadur ha glad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Talvoudekaat a ra Boisbriand he istor hag he glad.
War diriad ar gumun ez eus meur a di kozh. Un teuliad diwar o fenn a zo war lec'hienn ar gêr.
Eus ar glad savadurel ez eus kaoz en un teuliad graet asambles gant kêrioù kumun Thérèse-De Blainville. Deskrivet eo ti kozh Léon Dion peurgetket.
Gevelliñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sportoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An FC Boisbriand eo ar c'hlub "soccer" (mell-droad). Krouet e voe e 1977.
E 2011 en em stalias e Boisbriand ar Junior de Montréal, ur c'hlub hoke war skorn. Skipailh Armada de Blainville-Boisbriand a zo ivez.
Kumuniezh yuzev c'hasidegour
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Emañ kumuniezh yuzev c'hasidegour Kiryas Tosh (kêriadenn Tosh) o chom e lodenn kornôg ar gumun. Un dekvedenn eus ar boblañs eo, ha diazezet e voe e 1964 gant ar rabin Meshulim Feish Lowy (fr) genidik eus Nyírtass (Hungaria).
Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Vidéos | Info | ICI Radio-Canada.ca e Radio-Canada
- ↑ Bilan du siècle - Production d'une dernière voiture à l'usine General Motors de Boisbriand
- ↑ 75e anniversaire : Boisbriand, une histoire à raconter e Nouvelles des Laurentides, 2021-03-09
- ↑ https://www.electionsquebec.qc.ca/francais/municipal/carte-electorale/liste-des-municipalites-divisees-en-districts-electoraux.php Directeur général des élections du Québec (DGEQ) - Liste des municipalités divisées en districts électoraux