Blanche d'Antigny

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Taolenn La Madeleine pénitente gant Paul Baudry. Tresoù an dudenn a zo reoù Blanche d'Antigny

Marie-Ernestine Antigny, lesanvet Blanche d'Antigny, ganet e Martizay d'an 9 a viz Mae 1840 hag aet da Anaon e Pariz d'ar 27 a viz Even 1874, a oa un aktourez c'hall. En enep da Sarah Bernhardt e veze lavaret diwar he fenn ne oa ket un aktourez a zoare. Brudet e voe evel kourtizanez e-pad an Eil Impalaeriezh. Awenet he deus tudenn Nana e romant Émile Zola.