Birmingham Small Arms Company
Evit implijoù all, gwelet BSA (Disheñvelout).

Ar Birmingham Small Arms Company, berraet a-wechoù e BSA, a oa un embregerezh prevez bet krouet e 1861 e karter Gun Quarter, e Birmingham (Bro-Saoz). Ouzhpenn bezañ unan eus ar broduerien armoù-tan hiniennel pennañ er Rouantelezh-Unanet en deus graet ivez marc'hoù-houarn, marc'hoù-tan, otoioù, mekanikoù ha produioù metalek a bep seurt betek 1973, pa voe divodet. Ar rann a brodue marc'hoù-tan, BSA Motorcycles, zo bet serret ivez, met implijet e vez c'hoazh an anv BSA gant un embregerezh eus India, BSA Company.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Endro istorel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Birmingham a oa oa ur gêr ma veze produet houarnwiskoù ha klezeoù er Grennamzer dija. E 1689, ar gouarnamant saoz a urzhias 200 mousked ar miz digant armeurerien ar gêr. An doare kevratoù a-stroll-mañ a badas ur c'hantved hanter. E 1815, e dibenn brezelioù Napoleon, istimañ a raer e veze produet 525 000 arm-tan gant ur 7 000 micherour bennak e Birmingham[1].
Ganedigezh hag emled an oberioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er bloavezhioù 1850, arsanailh-Stad Enfield a greskas, a-drugarez da vrezel Krimea (1853-1856) peurgetket. Evit talañ ouzh ar c'hevezerezh e rankas armeurerien Birmingham en em vodañ ha prenañ mekanikoù brasoc'h, da vont da heul an Dispac'h industriel. Peurechuet e voe an argerzh-mañ gant krouidigezh ar British Small Arms Company e miz Even 1861[2]. An urzhiadenn gentañ a bouez evit an embregerezh nevez a zeuas a-berzh an Impalaeriezh otoman, a c'houlennas 50 000 fuzuilh-vousked Enfield digantañ. Produiñ a reas ivez fuzuilhoù Martini-Henry dindan aotre evit ar gouarnamant saoz, hag armoù hiniennel a bep seurt evit ar chase. Munisionoù a voe graet adalek 1873[3]. E 1880 e krogjont d'ober marc'hoù-houarn evit ledanaat o c'hinnig. E 1904 e stagjont da sevel armoù dre aer gwasket[1], ha sevel marc'hoù-tan adalek 1910[4].
XXvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E deroù ar Brezel-bed Kentañ, BSA en doa ur gevrat evit pourveziañ fuzuilhoù Lee-Enfield d'ar British Army. 650 skouerenn a brodue bep sizhun ; goude daou vloaz brezel e oa gouest d'ober 10 000 fuzuilh bep sizhun. E dibenn ar brezel e oa bet savet gant BSA 1 601 608 Lee-Enfield en holl. An embregerezh a reas ivez fuzuilhoù-mindrailher Lewis, p'en doa prenet gwirioù an arm digant an ofiser stadunanat Isaac Newton Lewis e 1912[1]. Mindrailherez standart ar British Army e teuas da vezañ er memes brezel, ha 145 397 skouerenn anezhi a voe graet gant BSA betek 1918[3].
Goude ar Brezel-bed Kentañ e tigreskas a galz ar goulenn war an armoù er bed a-bezh. BSA a zreuvevas a-drugarez d'ar marc'hoù-tan. Mirout a reas e vekanikoù d'ober armoù-tan memestra. Abalamour d'an diviz-mañ e voe gouest da bourveziañ ar Royal Air Force gant mindrailherezioù Browning kambret e .303 British. Savet e voent war an nijerezed-chase breizhveuriat da vare emgann Bro-Saoz. Kenderc'hel a reas al labouradeg da broduiñ armoù all evel ar bistolenn-vindrailher STEN[3] daoust da zistrujoù degaset gant ar Blitz[1]. Kentpatromoù armoù a ginnigas, evel ar Welgun, met ne voe ket produet kalz anezhe[3].
Diskar ha disrann
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude dibenn an Eil Brezel-bed e tiskennas ar goulenn war an armoù-tan adarre. BSA a vevas ur wech ouzhpenn diwar genwerzh ar marc'hoù-tan, en ur genderc'hel da ginnig armoù-tan hiniennel e kalibroù bihan evit ar sportoù tennañ hag ar chaseal. Gwanaet e voe gant donedigezh an embregerezhioù marc'hoù-tan japanat evel Honda war ar marc'had. Mont a reas BSA da get e 1973, ha disrannet e voe etre meur a strollad. An embregerezh spagnol Gamo a brenas gwirioù an anv BSA e 1985. Produet e vez armoù dre aer gwasket dindan an anv-mañ gante dibaoe[1].
Produioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Armoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- fuzuilhoù Martini-Henry
- fuzuilhoù Lee-Enfield
- fuzuilhoù-mindrailher Lewis
- pistolennoù-mindrailher STEN
- mindrailherezioù Besa
Marc'hoù-houarn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- marc'h-houarn plegus evit an harzlammerien vreizhveuriat (1943-1945)
Marc'hoù-tan[5]
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) 13 pennad diwar-benn istor BSA, embannet etre 1984 ha 1989 gant John Walther er gelaouenn Guns Review (da lenn enlinenn war rifleman.org.uk)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1 2 3 4 5 (en) The Birmingham Small Arms Story, American Rifleman (lennet d'ar 05/04/2026)
- ↑ (en) Birmingham Small Arms Company; 1861-1973, University of Warwick (lennet d'ar 05/04/2026)
- 1 2 3 4 (en) Mitch WILLIAMSON, Birmingham Small Arms – BSA, 19/08/2019 (lennet d'ar 05/04/2026)
- ↑ (en) History war lec'hienn BSA Company (lennet d'ar 05/04/2026)
- ↑ (en) Top 10 Classic BSA Motorcycles, Bike Social (lennet d'ar 05/04/2026)