Mont d’an endalc’had

Bilel Bellahcene

Eus Wikipedia
Bilel Bellahcene e Karlsruhe e 2016
Bilel Bellahcene e Karlsruhe e 2016

Bilel Bellahcene zo bet ganet d'ar 14 a viz Meurzh 1998 e Strossburi (Elzas).

Ur c'hoarier echedoù gall hag aljerian eo.
Mestr Meur Etrebroadel eo abaoe 2018, Mestr Etrebroadel abaoe 2015, Mestr FIDE abaoe 2011[1].
2 492 edo e renk Elo Standard e miz Gwengolo 2025, 2 576 e renk Fonnapl, 2 578 e renk Luc'hedenn; 2 560 eo bet e renk Standard uhelañ, bet tizhet e miz Meurzh 2019[2].

Kevezadegoù hiniennel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Kampion gall polog e 2009, minor e 2010, bidoc'hig e 2011 ha 2012 ha mous e 2014.
  • Kampion bedel Luc'hedenn er rummad e-dan 16 vloaz e miz Genver 2014[3].
  • Tapout a reas ar vedalenn arem e miz Gwengolo 2014 e Kampionad Bedel ar Re Yaouank e partiennoù Standard er rummad e-dan 16 vloaz e Durban[4].
  • Trec'h e voe e Tournamant Open Pariz (Bro-C'hall) e miz Gouhere 2017[5].
  • Tapout a reas ar vedalenn arem e 2019 er C'hoarioù Afrikan e partiennoù Luc'hedenn ar Wazed.
  • Trec'h e voe er C'hampionad FIDE etretakadel (Takad 4.1), 9/9, ha perzhegañ a reas evit Kib bedel 2019[6]. Er rondenn gentañ e voe tost dezhañ skarzhañ Hikaru Nakamura, koll a reas en dirampoiñ.
  • C'hoari a reas er Gib vedel e 2021, koll a reas er rondenn gentañ a-enep da Hovhannes Gabuzjan.
  • Kampion ar broioù arab e 2021 hag e 2024 (8/9), dirak an Egiptiz Adham Fawzy ha Moheb Ameir (rampo 6,5/9)[7].
  • Trec'h e voe e 2022 e Gibraltar Chess Festival, rampo gant Balasz Csonka.
  • Kampion Afrika e miz Mae 2025 e Kaero (Egipt).
  • Kampion Afrika e miz Even 2026 e Jwaneng (Botswana)[8].

Kevezadegoù skipailh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • E miz Gwengolo 2017 e c'hoarias ouzh an dablezenn gentañ eus skipailh Bro-C'hall er C'hib Mitropa, e skipailh a dapas ar vedalenn arem[9].
  • C'hoari a reas ouzh an dablezenn gentañ eus skipailh Aljeria er 43vet Olimpiad e Batoumi e 2018 .
  • Tapout a reas ar vedalenn argant e 2019 er C'hoarioù Afrikan e partiennoù Fonnapl dre skipailh kemmesk.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]