Big Mama Thornton

Eus Wikipedia

Big Mama Thornton (1926-1984) a oa ur ganerez ha sonaozerez blues stadunanat. Bras e oa, kreñv e kane, ha gwisket e vez alies evel ur paotr da verc'heta.

Brud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganti e voe graet kentañ sonenrolladur eus "Hound Dog", anaouenn Leiber ha Stoller, e 1952. Tostik daou vilion a bladennoù anezhi a werzhas, ha seizh sizhun e voe niverenn gentañ ar gwerzhioù er Billboard R&B chart en 1953. Tri bloaz goude e voe kanet ivez gant Elvis Presley a voe brudetoc'h eget e zoare. Heñveldra a c'hoarvezas gant "Ball 'n' Chain" (savet gant Thonton e 1961 met chomet diembann betek 1968), a voe brudetoc'h pa voe kanet gant Janis Joplin e 1967.

He marv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mervel a eure Big Mama da 57 vloaz, gant un tarzh-kalon, diwar rebouez, reevañ, revutuniñ.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]