Mont d’an endalc’had

Bezen

Eus Wikipedia
Ar Fedayi armeniat, un arme amreoliek armeniat savet evit difenn kêriadennoù Armenia e dibenn an XIXvet kantved ha penn-kentañ an XXvet kantved.

Ur bezen pe "milis" a vez graet eus un nerzh milourel pe damsoudardel gant izili trevour, ha n'int ket soudarded un arme a-vicher pe reoliek, na milourien leun amzer. Ar bezenoù a vez savet alies pa vez mareadoù lec'h ma vez un ezhomm trumm da gaout soudarded ouzhpenn evit reiñ harp d'an nerzhioù lu ofisiel. Evel-se e vez tu kaout soudarded ouzhpenn evit kefridioù a-eil (surentez pe polis alies), ha krouet e vez un nerzh a c'hell servij da bakañ tud gourdonet evit o lakaat el luioù reoliek.

Pa vezont o-unan a voaz ar bezenoù n'int ket kreñv a-walc'h evit derc'hel un dachenn pa vezont enebet ouzh nerzhioù lu reoliek. Ar re-se a zo muioc'h unvezioù harpañ d'an nerzhioù reoliek dre karmouchañ, difennerien lec'hioù-kreñv, obererezhioù geddred hag obererezhioù brezel direoliek. N'int ket unvezioù tagañ o-unan en un oberiadur-brezel. En desped da-se ar bezenoù a c'hell kemer perzh en oberiadurioù difennerezh evit gwareziñ kumuniezhoù, un tiriad, savadurioù pe lakaat da dalvezout lezennoù.[1] Da skouer, bezenoù morlu a c'hell bezañ savet gant pesketerien ha trevourien all aozet dre hatiz ur Stad evit galloudekaat gwarez hag evezhierez an harzoù-mor.[2]

Bezenoù kêrel pe parrez a oa er Grennamzer e dugelezh Breizh. Ar re-se a c'helle bezañ implijet evel nerzhioù lu evel ma voe graet e-kerzh Emgann Sant-Albin-an-Hiliber e 1488 [3][4]

En XXvet kantved e-kerzh an Eil Brezel-bed, ha dalc'herezh Breizh gant nerzhioù lu an Trede Reich e oa bet lod broadelourien breton tro-dro Célestin Lainé hag Marsel Guieysse o sevel ar Bezen Perrot. Ar re-se o tougen unwisk ar Waffen-SS a oa bet degemeret er Sicherheitsdienst (Servij Surentez). Ouzhpenn ar Bezen Perrot e oa bet ivez div aozadur all doare bezen Kommando Landerne hag ar Groupe Vissault. Kemeret o devoa perzh en evezhiañ staliadurioù alaman e Roazhon. Kemeret o devoa perzh ivez e torfedoù-brezel, moustrañ ar Rezistañs, jahinerezh, tanioù-gwall torfedel, preizhañ.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. p.7, Sumner
  2. "What's Next for Vietnam's Maritime Militia?", The Diplomat. 
  3. (fr) pajennoù 12-13, une armée bretonne sans doute moins préparée, étant composée en partie de milices paroissiales
  4. Dalc'homp soñj Niverenn 23 L'histoire n'a pas retenu, hélas, les noms des combattants des milices locales, dont le sang coula au cours de cette journée pour la défense du sol breton. Pas une famille de Saint-Aubin-du-Cormier sans doute, ni des communes avoisinantes qui ne perdit alors quelqu'un des siens.