Bevañ ha lezel da vevañ
Bevañ ha lezel da vevañ (diwar an droienn saoznek Live and let live) zo un droienn ganet er Brezel-bed Kentañ evit deskrivañ emzalc'h ar soudarded o doa un emglev gant o enebourien, tavel pe sklaer, evit chom hep bezañ feuls, kement-mañ da vare brezel ar fozioù-difenn dreist-holl.
Evit lakaat an droienn e pleustr e c'halle ar c'hanolierezh tennañ da eurioù ha war sibloù difiñv raktermenet gant an daou du, evit chom hep gloazañ den. Gellet a rae ivez soudarded chom hep tennañ war soudarded enebour evit ne grogje eskemm tennoù ebet etreze. Mont a reas betek treverzioù lec'hel, evel da vare an Nedeleg war talbenn kornôg Europa e 1914.
Kement-mañ a veze lakaet e pleustr e takadoù lec'hel-kenañ, a live ar c'hevrennoù pe ar c'hompagnunezhioù d'ar muiañ. An ofiserien uhel a oa emskiant eus se, ha lod a urzhie patrouilhennoù, anavezadennoù pe kerc'hadennoù evit kreñvaat « spered argadourien » ar soudarded.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Tony Ashworth, Trench Warfare 1914–1918: The Live and Let Live System., McMillan Pub, 2000, 305 p., ISBN 978-0330480680