Besa (mindrailherez)
| Mindrailherez Besa | |
|---|---|
Ur vindrailherez Besa | |
| Kinnig | |
| Bro | |
| Doare | Mindrailherez yenaet dre aer |
| Mont en-dro | Tennata dre amprest gazoù, piston |
| Munisionoù | 7,92 mm Mauser |
| Produer | Birmingham Small Arms Company |
| Mare produiñ | 1939 - 1945 (da nebeutañ) |
| Niver produet | 59 332 |
| Mare implij | 1939 - bloavezhioù 1960 (arme Breizh-Veur) |
| Perzhioù teknikel | |
| Mas (hep kartouchenn) | 21 kg |
| Hirder | 1 100 mm |
| Hirder ar c'hanol | 740 mm |
| Tizh mont e-maez ar boledoù | 823 m/s |
| Lusk-tennañ teorikel | 450 pe 750 tenn/mn (Mark I) 500 pe 800 tenn/mn (Mark II) 750 tenn/mn (Mark III) |
| Endalc'h | Gouriz 225 kartouchenn |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | A |
Ar Besa (diwar anv he froduer, BSA) zo ur vindrailherez implijet gant ar British Army e-pad an Eil Brezel-bed dreist-holl. Deveret eo eus ar ZB-53 tchekoslovak evit bezañ savet war garbedoù[1].

Un arm yenaet dre aer eo, dezhañ ur sistem tennata dre biston. Pourveziet eo gant gourizoù 225 kartouchenn. N'eo ket kambret e .303 British evel kalz armoù breizhveuriat eus ar mare-se, met e 7,92 mm Mauser, kalibr orin ar vindrailherez tchekoslovak, peogwir e oa bet dibabet gant Breizh-Veur e 1939, er mare ma ranke kavout armoù buan, hep kaout amzer da azasaat anezhe. Soñjet e oa bet e c'hallfe ivez bezañ poellek pa oa ar 7,92 mm Mauser kalibr standart an armoù-skoaz alaman : ma vefe seziset munisionoù digant ar Wehrmacht e c'hallfent bezañ adimplijet evit ar Besa neuze[2].
Tri stumm nes a voe eus ar Besa : ar Mark I (1939-1940) a oa dezhi un dibaber tizh-tennañ (450 pe 750 tenn/mn) ; ar Mark I (1940-1943), unan 500 pe 800 tenn/mn ; hag ar Mark III (produet adalek 1943), ur stumm simplaet evit aesaat ar produiñ a-yoc'h, dezhi un tizh-tennañ 750 tenn/mn hepken[2].
Savet e voe war ar braz eus an tankoù saoz implijet e-pad an Eil Brezel-bed, en o zouez an A12 Mathilda II, ar Crusader, ar Mark III Valentine, an A22 Churchill, an A27 M Cromwell hag an A34 Comet[3].
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) POPENKER Maxim, ZB 53 / Vz.37, Modern Firearms (lennet d'ar 04/04/2026)
- ↑ 2,0 ha 2,1 (en) BESA (Gun, Machine, 7.92 mm, BESA), Military Factory (lennet d'ar 04/04/2026)
- ↑ (fr) FOSS Christopher F., Chars de la 2e Guerre mondiale, PML Éditions, 1994, 159 p., ISBN 2-87628-896-6, pp. 68-95