Mont d’an endalc’had

Berthier (armoù-skoaz)

Eus Wikipedia
Mouskedigoù ha fuzuilhoù Berthier
Skeudenn ar pennad Berthier (armoù-skoaz)

Ur garabinenn Berthier "Modèle 1916"
Kinnig
Bro Frañs Frañs
Doare Mouskedigoù, fuzuilhoù ha karabinennoù
Mont en-dro Tennata dre zorn, dre vorailh
Munisionoù 8 × 50 mm R
7,5 × 54 mm 1929C) (stumm 1907/15/34)
Produerien Manufacture d'Armes de Châtellerault
Manufacture d'Armes de Saint-Étienne
Manufacture d'Armes de Tulle
Delaunay Belleville
Remington
Embregerezhioù bihanoc'h a bep seurt (pezhioù hepken)
Mare implij 1890 – bloavezhioù 1960 (Bro-C'hall)
Pouez ha muzulioù
’’Stumm 1892’’
Mas (hep kartouchenn) 3,1 kg
Mas (karget) 3,195 kg
Mas (karget, gant e vaionetez) 3,620 kg
Hirder 945 mm
Hirder ar c'hanol 450 mm
Perzhioù all
Hed-tenn d'ar muiañ 2 000 m
Hed-tenn pleustrek 200 m
Tizh mont e-maez ar boledoù 637 m/s
Endalc'h Karger diabarzh 3 pe 5 kartouchenn pourveziet dre laonennoù-kargañ
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

Ar Berthier zo ur rummad armoù-skoaz implijet gant an arme c’hall ha nerzhioù surentez all ar vro eus ar bloavezhioù 1890 betek kreiz an XXvet kantved. Diazezet int-holl war ur wikefre savet gant an ijinour gall André Berthier, anvet peurliesañ sistem Berthier.

E 1887 e c’houlennas ar marc’hegerezh gall un arm-skoaz nevez, kambret evit ar munisionoù 8 mm divoged, met bihanoc’h ha skañvoc’h evit ar fuzuilh Lebel a oa bet choazet evit an droadegiezh er bloaz a-raok[1]. Kregiñ a reas ar varc’hegerien da implijout ur mouskedig ijinet gant André Berthier, ur soudard gall hag a laboure evit an hentoù-houarn en Aljeria[2]. Berroc’h e oa an arm, diazezet he c’hulasenn war hini al Lebel daoust d’un nebeud kemmoù war e vorailh, met pourveziet e oa gant ur sistem laonennoù-kargañ aesoc’h da adkargañ evit hini al Lebel, a oa dezhi ur c’harger korzennek[1].

Goude bezañ bet choazet an arm e 1890 en ur mod ofisiel gant ar marc’hegerezh e voe pourveziet d’an Archeriezh ha d’ar c’hanolierezh er bloavezhioù war-lerc’h. Stummoù hiroc’h, doare fuzuilhoù, a voe roet da soudarded an trevadennoù e Indez-Sina (1902) hag Afrika (1907)[1].

Adalek 1915 e voe roet ur stumm kemmet eus ar Berthier (1907/15) da soudarded zo war talbenn Europa. Met izel e oa endalc’h kargerioù diabarzh an arm (3 c’hartouchenn), e-keñver ar fuzuilhoù Mauser alaman (5 kartouchenn). Diwar-se e voe ganet ar stumm 1916, ennañ ensoc’het ur c’harger pemp kartouchenn[1].

Ar stumm diwezhañ, savet e 1934 (1907/15/34), a oa kambret evit munision nevez 7,5 × 54 mm an arme c’hall.

Ne voe ket implijet ken armoù-skoaz doare Berthier en arme c’hall goude dibenn ar bloavezhioù 1930, pa voe kemeret o flas gant ar fuzuilhoù MAS 36, met ar polis gall a reas gant stummoù 1916 betek ar bloavezhioù 1960[1].

Stummoù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Stumm marc’hegerezh 1890
  • Stumm kanolierezh 1892
  • Stumm « trevadennel » 1902
  • Stumm 1907/15
  • Stumm 1906
  • Stumm 1907/15/34

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr) HUON Jean, BARRELLIER Alain, Les carabines et les fusils Berthier, Crépin-Leblond, 2016, 319 p. ISBN 978-2-7030-0412-7

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1,0 1,1 1,2 1,3 ha1,4 (en) POPENKER Maxim, Berthier 1890 et al, Modern Firearms (lennet d'ar 07/03/2025)
  2. (fr) Berthier Mle 92, Seconde Guerre.net (lennet d'ar 07/03/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan