Mont d’an endalc’had

Berserk (manga)

Eus Wikipedia
Berserk (manga)
heuliad manga
Titlベルセルク Kemmañ
Labour da-heulBerserk, Berserk Kemmañ
Tachennaction anime and manga, dark fantasy anime and manga, high fantasy anime and manga, sword and sorcery anime and manga Kemmañ
AozerKentaro Miura, Kōji Mori Kemmañ
Ti-embannHakusensha Kemmañ
Bro orinJapan Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvjapaneg Kemmañ
Deiziad kregiñEost 1989 Kemmañ
SkeudennaouerKentaro Miura, Studio Gaga Kemmañ
Prizioù resevetTezuka Osamu Cultural Prize Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.younganimal.com/berserk/ Kemmañ
Bet embannet eYoung Animal Kemmañ
Arvesterien palSeinen Kemmañ
Frañchiz mediaBerserk (manga) Kemmañ
Logo Berserk

Berserk (japaneg: ベルセルク Hepburn: Beruseruku) zo un heuliad mangaoù japanek skrivet ha treset gant Kentaro Miura (1966-2021). Ur manga dark fantasy an hini eo gant feulster ha lodennoù reizhel. Tremen a ra an istor en ur bed krennamzerel europat damijinet dark fantasy. Tro zo da heuliañ avanturioù ur goprsoudard dreistordinal anvet Guts. Hemañ a heuilh Griffith, penn ar bagad goprsoudarded "Band of the Hawk". An temoù pennañ eo an digenvez, ar genseurtiezh hag ar preder evit gouzout daoust hag an denelezh a zo mat pe fall. Diskouez a reer darvoudoù spontus met ivez darvoudoù evurus evit kempouezañ. Brudet eo ar manga kement hag an dresadenn-vev evit implij lies ar feulster hag ar reizh.

Miura en deus kinniget rakskouerenn Berserk e 1988. Da gentañ e oa embannet ar manga er gelaouenn manga Monthly Animal House, ha goude-se adal 1992 er gelaouenn Young Animal, he kenderc'hel a reer d'e embann a-vareoù abaoe. An heuliad manga a zo bet adsavet e stumm heuliadennoù tresadennoù-bev manga. Da gentañ e stumm un heuliad 25 lodenn etre Here 1997 ha Meurzh 1998. Tri film a zo bet ivez, Berserk: The Golden Age Arc, kroget an embann e 2012. Un eil stirad skinwel manga a zo bet embannet e 2016 ha 2017 gant un hollad 24 lodenn.

Diechu e chomo an heuliad manga dre ma'z eo marvet an aozour d'an 20 a viz Mae 2021.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]