Bergmann MP 35
| MP 35 | |
|---|---|
Ur bistolenn-vindrailher Bergmann MP 35 gant ur c'harger hag ur pouchedig evit kargerioù all. | |
| Kinnig | |
| Bro | |
| Doare | Pistolenn-vindrailher aotomatek / damaotomatek |
| Mont en-dro | Tennata dre argil simpl |
| Munision | 9 × 19 mm Parabellum |
| Produerien | Bergmann Schultz & Larsen Carl Walther GmbH Junker & Ruh |
| Mare servij | 1935–1944 |
| Perzhioù teknikel | |
| Mas (hep kartouchenn) | 4,24 kg |
| Hirder | 840 mm |
| Hirder ar c'hanol | 200 mm |
| Hed-tenn pleustrek | 100 - 200 m |
| Tizh ar boledoù V0 | 365 m/s |
| Lusk-tennañ | 540 tenn/mn |
| Endalc'h | Karger fiñv 20, 24 pe 32 gartouchenn |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | A |
Ar Bergmann MP 35 (evit Maschinenpistole 1935) zo ur bistolenn-vindrailher alaman kambret evit ar munision 9 × 19 mm Parabellum.
Deveret eo eus ar BMP-32, ur c'hentpatrom ijinet e 1932 gant Theodor Emil Bergmann, mab da dTheodor Bergmann, saver an embregerezh heñvelanvet. Kambret e oa ar bistolenn-vindrailher-mañ e 9 × 23 mm Bergmann. E 1934 e voe kinniget ur stumm gwellaet eus an arm, anvet MP 34. Kambret e oa e 9 × 19 mm Parabellum. He c'harger a oa war tu dehoù an arm, hag ar mod tennañ a veze dibabet gant an draen war-eeun : ma veze pouezet ur wech berr e tenne an MP 34 e mod damaotomatek, ma veze pouezet hiroc'h e rae tennadegoù, e mod aotomatek. Mont a rae en-dro dre argil simpl[1][2].
Fiziet e voe ar produiñ en embregerezh Carl Walther GmbH, a savas 2 000 skouerenn anezhi. Ur stumm simploc'h da ober, anvet MP 35/I, a voe kinniget ar bloaz war-lerc'h. Walther a broduas tro 5 000 anezhe etre 1936 ha 1940. Pa darzhas an Eil Brezel-bed e rankas Bergmann goulenn gant un embregerezh all, Junker & Ruh, ober an MP 35. Tost da 40 000 pistolenn-vindrailher a voe graet gantañ betek 1944[1].
Ar braz eus an MP 35 a voe implijet gant an SS ha servijoù polis en Alamagn[3]. Armeoù Etiopia ha Sveden a brenas an arm ivez. Implijet e voe gant unvezioù eus arme Hungaria etre 1937 ha 1941 ivez[4].
Er sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Implijet e vez an arm da skouer gant soudarded alaman er film Indiana Jones and the Last Crusade (1989), ha gellout a raer ober gantañ er c'hoari video Enlisted[5].
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1 2 (en) Maxim Popenker, MP.35 Bergmann, Modern Firearms (lennet d'ar 05/10/2026)
- ↑ (en) Ian McCollum, Bergmann’s MP35 Submachine Gun: It Feeds From the Wrong Side, Forgotten Weapons, 19/08/2017 (lennet d'ar 05/10/2026)
- ↑ (en) Michael Heidler, Bergmann’s MP35/I Submachine Gun for the Waffen-SS, Small Arms Review, 14/02/2023 (lennet d'ar 05/10/2026)
- ↑ (fr) Éric ALVES, Pistolet mitrailleur MP35 Bergmann hongrois, Seconde-Guerre.net (lennet d'ar 05/10/2026)
- ↑ (en) Bergmann MP 35/I, IMFDB (lennet d'ar 05/10/2026)
| ||||||||||||||||||||||||||