Mont d’an endalc’had

Bered an Norzh (Roazhon)

Eus Wikipedia
Bered an Norzh (Roazhon)
bered
Deiziad krouiñ1789 Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
E tiriadRoazhon Kemmañ
Daveennoù douaroniel48°7′31″N 1°40′50″W Kemmañ
Deiziad digoradur ofisiel1789 Kemmañ
Statud gladele renabl hollek an herezh sevenadurel Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://cimetieres.rennes.fr/accueil/patrimoine/cimetiere_du_nord/presentation_histoire Kemmañ
Map

Bered an Norzh eo bered koshañ ha brasañ Roazhon. E karter Sant-Marzhin emañ, bali Gourmalon (Gros Malhon)[1].

Urzhiañ a reas Breujoù Breizh krouiñ ur vered nevez evit kêr Roazhon e 1784. Dre ziviz an 18 a viz Ebrel 1789 e prenas ar gêr park an Estival digant menec'h Sant-Melani, war bord an hent da Sant-Gregor[2]. Staliet e voe eno bered foran kentañ Roazhon, e-lec'h ar beredoù parrez liesseurt a oa e-kichen an ilizoù. E 1794 e voe graet an douaridigezh kentañ, ha kerkent ha 1824 e voe brasaet ar vered gant ar gêr.

Steuñv bered vras Roazhon hag an tachennoù da gaout evit brasaat ar vered (1826).

D'an 9 a viz Even 1866 e voe breutaet gant ar c'huzul-kêr diwar-benn ur raktres evit astenn ar vered adarre. P'edo e sell brasaat anezhi er c'hornôg e voe divizet en ober er su. Kempennet e voe en ul liorzh mod Bro-Saoz gant ar savour Adolphe Giraud e 1867. Ne cheñcho ket harzoù ar vered ken adalek ar bloaz-se.

Ul lodenn eus steuñv brasaat Bered an Norzh e Roazhon (1867).

E-pad bombezadeg an 29 a viz Mae 1943 e kouezhas warni 25 bombezenn da nebeutañ.

Hiziv en em astenn ar vered war 8-9 hektar. Kempennet a-zoare eo, gant kalz gwez brav (pin-mor, platan, sekoia, siprez, ivin). E 2014 he doa 14 000 plas e-barzh 16 rann. An niver a zouaridigezhioù graet enni a zo nes da 100 000.

Ar groaz veur, e-kreiz ar vered.

N'eus nemet un nor da vont e-barzh bered an Norzh, ur mell hini. E 1822 e oa bet goulennet digant an Naonedad Mathurin Crucy sevel anezhi gant ar maer Louis de Lorgeril[3]. A-benn ar fin e voe savet gant ar parizian Charles Millardet, anvet tisavour ar gêr e miz Gwengolo 1828. E oberenn gentañ e Roazhon e voe.

Ur savadur ront eo, a c'hiz nevezklasel, hag ober a ra evit ur mell digor, ur marvgav hag ur chapel-gañv war un dro. E tu ar vered eo digor ar chapel gant ur golonenneg toskanat gant fustoù e kersantit. E tu ar vali Gourmalon ez eus ur voger e maen-raz gant ur c'hustod, un delwenn an esperañs ennañ graet gant an Naonedad Jean-Baptiste Barré[4].

Tud brudet douaret

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Prosper-Mathurin Brécha (1814-1863), diazezer skolaj Sant-Visant : rann 1, renk 12, bez 17.
  • Marie-Joseph Brune (1807-1890), chaloni titlet en Iliz-veur Roazhon, savour hag istorour an arz, ezel diazezer eus Kevredigezh arkeologel hag istorel Il-ha-Gwilen : rann 8, renk 22, bez 18.
  • Jean-François Huet (1884-1930), aluzener ar studierien hag an Ostel-Doue: rann 14, renk 20, bez 24.
  • Joseph Janvier, diazezer patronaj an Tour d'Auvergne : rann 10, renk 10, bez 5[5].
  • beleien Sant-Albin kinklet o bez gant un izelvos hag a skeudenn ar gouestl arc'hant da Itron-Varia-ar-C'heloù-Mat : rann 1, renk 20, bez 8.
  • Joseph Thébault (1801-1860), person dean iliz Sant-Salver Roazhon ha chaloni a enor : rann 1, renk 11, bez 1, ("bez e stouvoù").
  • Félix Trochu (1841-1910), diazezer L'Ouest-Éclair, adanvet Ouest-France e miz Eost 1944 : rann 8, renk 9, bez 20.
  • Joseph Turmel (1859-1943), istorour an dogmoù ha soñjer dieub : rann 9, renk 4, bez 22.

Kazetennerien

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skiantourien

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Politikourien

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Maered Roazhon

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Artizaned ha embregerien

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Patrimoine. Rennais illustres, ils sont enterrés au cimetière du Nord, war lec'hienn ouest-france.fr, gwelet d'ar 14 a viz Even 2014
  2. Paul Banéat, Le vieux Rennes, Embannadurioù J. Larcher, Roazhon, 1926, Adembann Lorisse, Pariz, 1999, in-4, 656p., (ISBN 2-84435-042-9), p.227.
  3. Jean-Yves Veillard, Rennes au XIXe siècle : architectes, urbanisme et architecture., Embannadurioù an Thabor, Roazhon, 1978, 518p., p. 221-225
  4. Le Patrimoine des Communes d'Ille-et-Vilaine, Flohic, dast. « Le Patrimoine des Communes de France », Pariz, Meurzh 2000, 2 Dom, 1781 p. (ISBN 2-84234-072-8), tome II, p.1253.
  5. C.B., Chapelle de la Sainte-Famille. Un petit coin de paradis ;, in Le Rennais, kazetenn ti-kêr Roazhon, Gouere-Eost 1993, p.21.
  6. Beredoù eus Bro-C'hall ha lec'h all
  7. Bertrand Beyern, op. cit., p.80.