Bered Boismoreau
| Stad | Frañs |
|---|---|
| E tiriad | Gwened |
| Daveennoù douaroniel | 47°39′42″N 2°45′7″W |
| Statud gladel | e renabl hollek an herezh sevenadurel |
| Chomlec'h | 10 rue des Quatre-Frères-Créac'h |

Bered Boismoreau a zo ur vered katolik da gentañ, eus ar gumun bremañ, e Gwened.
Emañ etre boulouard ar Peoc'h er su, straed ar Pevar-Breur-Créac'h er c'hornôg ha straed an Daou-Vreur-Joubaud er norzh hag er reter. E-kichen ospital Prosper-Chubert emañ, e norzh stank an Dug.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An diazezoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Prenet e voe an dachenn lec'h m'emañ ar vered bremañ gant an ti-kêr e 1791[1], ar pal bodañ ar beredoù a oa tro-dro d'ar savadurioù relijiel d'ar mare-se evit harzañ ar riskloù treuskas ar c'hleñvedoù[1]. An dachenn-mañ, lec'h ma oa Darioritum e-pad an Impalaeriezh-uhel roman, a zo bet furchet ha kavet eo bet darbodoù ha podoù eus mare Galia[1].
Digoret e voe ar vered en ur mod ofisiel d'ar 27 a viz C'hwevrer 1792, benniget gant eskob Gwened an Aotrou Le Masle[1].
Brasadurioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da gentañ e oa ar vered nemet he lodenn er su, e tu boulouard ar Peoc'h[1], ha brasaat a reas war-zu an norzh. Ar brasadur brasañ a voe kaset da benn e 1899[1], o tizhout ur gorread a 3,3 hektar[2].
Pa voe savet boulouard ar Peoc'h e 1961 e voe dilec'hiet 25 bez eus « karrez ar veleien » hag adsavet ul lodenn eus ar sklotur[3]. Dilec'hiet e voe ivez an nor bennañ straed ar Pevar-Breur-Créac'h[3].
Krouet e voe ur vered milourel e 1968 evit ar soudarded "marv evit Frañs" e-pad ar Brezel-bed Kentañ[1].
Ur c'holombariom a zo ivez.
Tud brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Jacques de Bollardière (1907-1986), ofiser jeneral en arme Bro-C'hall, emganner e-pad an Eil Brezel-bed, brezel Indez-Sina ha brezel Aljeria, stourmer peoc'hgarour, skoazell skolioù Diwan.
- Paul Chenailler, lesanvet koronal Morice (1904-1960), Kompagnun an Dieubidigezh
- Gabriel de Francheville (1778-1849), ofiser ha kannad
- Agnès de La Barre de Nanteuil (1922-1944), rezistantez
- Charles-Jean de La Motte de Broons de Vauvert (1782-1860), eskob Gwened
- Louis Leleu (1773-1849), beleg jezuist. Bez enskrivet evel monumant istorel.
- Joseph-Marie Le Mené (1831-1923), beleg hag istorour.
- Charles Le Quintrec (1926-2008), skrivagner ha barzh
- Maurice Marchais (1878-1945), alvokad, maer Gwened, kannad
- Georges Monnier (1796-1851), kannad Morbihan
- Félix Clair Ridel (1830-1884), vikel abostolek e Korea
- Louis Ridel (1866-1937), livour, kizeller, kinkler
- Charles Riou (1840-1927), maer Gwened, senedour
- gwenvidig Pierre-René Rogue (1758-1796), beleg merzher e-pad ar Spont bras. Gwelus eo ar bez c'hoazh, met e relegoù a zo bet treuzkaset d'an iliz-veur[3].
-
Bez R.P. Leleu, monumant istorel
-
Monumant d'ar gwenvidig Pierre-René Rogue
Monumantoù ha glad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kroaz Fitzgerald a zo ur groaz keltiek enskrivet evel monumant istorel abaoe an 21 a viz Mae 1937[4]. Kinklañ a rae a-raok bez Gerald Fitzgerald Lentaigne de Tallagh, un Iwerzhonad marvet e 1867 e Gwened.
Ur monumant d'ar re varv e-pad ar Brezel Gall-Prusian eus 1870[1] a zo.
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 1,1 1,2 1,3 1,4 1,5 1,6 ha1,7 Cimetières e Kêr Gwened
- ↑ Gorread gwiriekaet war Géoportail.
- ↑ 3,0 3,1 ha3,2 VANNES (56) : cimetière de Boismoreau e Cimetières de France et d'ailleurs, 7 a viz Genver 2010
- ↑ « Croix Fitzgerald, anciennement dans le cimetière », notice no PA00091781, war savenn digor ar glad, diazez Mérimée, ministrerezh gall ar Sevenadur