Mont d’an endalc’had

Berdan (fuzuilh)

Eus Wikipedia
Fuzuilh Berdan


Pevar adstumm ar fuzuilh Berdan II (eus an nec'h d'an traoñ) : Troadegiezh, Dragon, Kozak ha Karabinenn.
Kinnig
Bro Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Banniel an Impalaeriezh rusian Impalaeriezh rusian
Doare Fuzuilh
Mont en-dro Tennata dre zorn, dre vorailh
Munisionoù 10,75 × 58 mm R
7,62 × 54 mm R
Ijiner Hiram Berdan
Bloavezh krouidigezh 1868 (Berdan I)
1870 (Berdan II)
Produerien Colt (Berdan I)
Arsanailhoù Toula, Ijevsk ha Sestroretsk (Berdan II)
Mare produiñ 1868 - 1891
Skouerennoù produet War-dro 3.000.000
Perzhioù teknikel
Stumm troadegiezh
Mas 4,200 kg (hep baionetez)
Hirder 1.300 mm
Hirder ar c'hanol 830 mm

Hed-tenn efedus War-dro 280 m
Tizh mont e-maez ar boledoù 437 m/s
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall D

Ar Berdan zo ur rummad fuzuilhoù un-tenn ijinet gant ar Stadunanad Hiram Berdan e 1868. Arm standart arme Impalaeriezh Rusia e voe etre 1870 ha 1891, pa voe kemeret he flas gant ar Mosin-Nagant. Implijout a rae kartouchennoù metalek, ar pezh a oa un nevezenti d'ar poent-se hag a zeuas da vezañ boutin adalek eil kard an XIXvet kantved er braz eus an armeoù.

Ar stumm kentañ eus ar Berdan, anvet ivez Model 1868, a oa dezhañ ur gulasenn trapdoor. Produet e voe un 30.000 skouerenn bennak anezhañ gant an embregerezh Colt er Stadoù-Unanet. Kambret e oa evit kartouchennoù 10,75 × 58 mm R, ijinet gant Berdan asambles gant ar c'horonal rusian Aleksandr Gorlov.

E 1870, daou vloaz goude ar stumm kentañ, un eil stumm eus ar fuzuilh, dezhañ ar memes munision met gant ur sistem kulasenn dre vorailh un tamm disheñvel[1], a grogas da vezañ produet e arsanailhoù e Rusia. Tri adstumm berroc'h anezhañ a voe ouzhpenn ar stumm troadegiezh : unan skañvoc'h evit an dragoned, unan hep pontig evit ar Gozaked hag ur garabinenn evit ar marc'hegerezh. War-dro 3.000.000 a skouerennoù anezhe a voe produet en holl.

Goude donedigezh ar Mosin-Nagant en arme rusian e voe adkambret un nebeud fuzuilhoù Berdan evit ar munision 7,62 × 54 mm R nevez. An arm a voe implijet gant broioù all, en o zouez Rouantelezh Bulgaria, Impalaeriezh Etiopia, Korea, Priñselezh Montenegro ha Rouantelezh Serbia. 5.760 Berdan II a voe prenet gant Bro-C'hall da vare ar brezel a-enep Prusia e 1870-1871[2].

Er sevenadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar fuzuilhoù Berdan a c'haller implijout er c'hoarioù video Battlefield: 1918, Civilization V, World of Guns: Gun Disassembly hag Enlisted[3].

  1. (fr) Fusil de dragon Berdan n°2 Mle 1870, war Arme et Passion (lennet d'ar 17/08/2025)
  2. (fr) HUON Jean, Les armes françaises en 1870-1871, Crépin-Leblond, 2007, 48 p., ISBN 978-2703003090
  3. (en) Berdan Rifle, IMFDB (lennet d'ar 16/08/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan