Berchtesgaden

Berchtesgaden zo ur gêr e Alpoù Bavaria, en Alamagn. War-hed 180 km er gevred da Vünchen emañ, ha war-hed un 20 kilometr bennak er su da Salzburg (Aostria). 7 697 annezad a oa e 2024[1]. Ur greizenn ski eo. Ul lodenn vihan eus Park Broadel Berchtesgaden zo er gumun.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Brudet eo Berchtesgaden evit bezañ bet lec'h-bevañ Adolf Hitler adalek ar bloavezhioù 1930. Hemañ a gasas kalz amzer er Berghof, e annez e karter Obersalzberg. Ar c'hKehlsteinhaus, un ti e krec'h ur menez savet evit an nazied ha lesanvet « neizh an erer », a oa nepell. D'ar 25 a viz Ebrel 1945 e voe distrujet kalz savadurioù eus Berchtesgaden en ur vombezadeg gant 275 nijerez Lancaster eus ar Royal Air Force. Tapet e voe ar gêr d'ar 4 a viz Mae war-lerc'h gant soudarded eus an 3e rannarme troadegiezh stadunanat hag an Eil rannarme hobregonet gall.
- Skeudennoù
-
An iliz Sant Bartholomä e Königssee. -
An Obersee e penn ar c'hKönigssee, gant e lamm-dour. -
Ar c'hKönigssee. -
Ar c'hKehlsteinhaus. -
An abati kozh.
-
Kêriadenn Maria Gern hag hec'h iliz eus an XVIIIvet kantved.
-
Iliz Sant-Per-ha-Sant-Yann-Vadezour.
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (de) Lec'hienn ofisiel
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (de) Einwohnerzahlen. Stand: 31. Dezember 2024, Bayerisches Landesamt für Statistik (pellgarget d'an 31/03/2026)