Mont d’an endalc’had

Benelli Raffaello

Eus Wikipedia
Benelli Raffaello
Skeudenn ar pennad Benelli Raffaello

Ur fuzuilh Benelli Raffaello Crio, kalibr 12
Kinnig
Bro  Italia
Doare Fuzuilh flour he c'hanol damaotomatek
Doare Tennata dre argil, dre inertiezh
Munisionoù Kalibr 12
Kalibr 20
Kalibr 28
Produer Benelli Armi
Mare produiñ 1987 - bremañ
Pouez ha muzulioù
Raffaello Black 2025
Mas (hep kartouchenn) 2,950 kg
Hirder ar c'hanol 710 mm - 760 mm
Perzhioù all
Endalc'h 2 + 1 gartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

Ar Benelli Raffaello zo ur rummad fuzuilhoù-chase damaotomatek gwerzhet abaoe 1987 gant Benelli. Diazezet eo war ar Benelli 121, ar fuzuilh damaotomatek kentañ produet gant an embregerezh italian, met mont a ra en-dro gant ar sistem tennata dre inertiezh ijinet gantañ e 1983[1]. Tri rummad nevez eus ar Raffaello zo bet e 1990, 2003 ha 2013, pep hini anezhe kinniget e meur a adstumm : hirderioù kanolioù disheñvel, danvez al lamm hag ar fust e koad pe polimer, ha livioù[2].

Produet e vez hiziv an deiz er c'halibroù 12, 20 hag 28, ha kambret e 70 mm, 76 mm pe 89 mm[3]. Liesimplij eo an arm : e ganol a c'hall bezañ 61 cm, 66 cm, 71 cm pe 76 cm e hirder hervez an doare da chaseal, hag asantiñ a ra e wikefre ar c'hargoù plom (24-56 gram) pe dir (24-36 gram)[2].

  1. (en) Benelli's history war lec'hienn Benelli (lennet d'an 29/06/2025)
  2. 2,0 ha2,1 (fr) GRANGE Francis, Test de l'automatique Raffaello de Benelli, Natura Buy, 24/05/2016 (lennet d'an 29/06/2025)
  3. (en) Semi-automatic shotguns war lec'hienn Benelli (lennet d'an 29/06/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan