Mont d’an endalc’had

Belz (Ukraina)

Eus Wikipedia
Ur pennad Belz (disheñvelout) zo ivez.
Ti-kêr Belz en ur manati dominikat kozh.

Belz (Белз en ukraineg ha ruseg, Bełz pe Bełsk e poloneg, בעלז e yideg ) zo ur gêr vihan e oblast Lviv, en Ukraina. 2 267 annezad a oa e 2019.

Emañ Belz nepell diouzh an harzoù gant Polonia, en ur 61 km en norzh da Lviv.

Kêr Belz zo anezhi abaoe an Xvet kantved da nebeutañ, evel unan eus kreñvlec'hioù ar C'hêrioù Ruz (bro-Rutenia), e-pad ar renadoù tchek ha polonat, da lavaret eo etre an XIvet hag ar XIVvet kantved.

Abaoe 981 e oa Belz e-barzh Rous Kyiv (dukelezh Kyiv, ha goude hini Halych), nemet etre 1018 ha 1031 ma oa e Polonia. E 1366 e voe staget ouzh rouantelezh Polonia gant dinastiezh ar Piast ha gounit a reas brientoù-kêr e 1377 (gwir Magdebourg). Chom a reas polonat betek rannadur kentañ Polonia e 1772.

Etre 1462 ha 1793 e voe ur penn-lec'h voivodiezh, o tremen eus krabanoù Polonia e 1772 da re Impalaeriezh Aostria e 1793. Dindan beli Impalaeriezh Aostria-Hungaria edo e-barzh rannvro Galitsia ha Lodomeria. D'ar mare-se eo e teuas da vezañ kreizenn unan eus an dinastiezhoù hasidek, anvet diwar anv ar gêr. Shalom Rokea'h eus Belz (1779 - 1855), anvet ivez Sar Shalom (Ministr ar Peoc'h) a voe ar Belzer Rebbe kentañ, etre 1817 ha 1855.

Etre 1919 ha 1939 e voe staget Belz en-dro ouzh Polonia. Pa darzhas an Eil Brezel-bed e oa e Belz 6100 annezad, en o zouez 3600 Yuzev, 1600 Ukrainad ha 900 Polonad.

Ac'hubet e voe ar gêr gant an Alamagn nazi eus 1939 betek 1944, ha staget ouzh Gouarnamant hollek Polonia. Emañ Belz war ribl kleiz ar stêr Solokiya (adstêr d'ar Boug) hag a oa an harzoù etre Alamagn hag an URSS e 1939-1941.

Al lodenn vrasañ eus ar Yuzevien a deuas a-benn da dec'hel kuit er Reter a-raok an ac'huberezh alaman. Staliañ a reas an Alamanted ur c'hamp labourioù ret lec'h ma oa bac'het Yuzevien ar c'hêrioù amezek. D'an 2 a viz Even 1942 e voe deportet e-tro 1000 den eus Belz da Hrubieszów, ha goude da gamp-diouennañ Sobibor. Kement-all a c'hoarvezas e miz Gwengolo 1942 gant ar 504 Yuzev a oa chomet e kêr[1][2].

Goude ar brezel e voe dalc'het an tiriad gant Polonia betek 1951. Goude bezañ graet un cheñchamant bihan d'an harzoù e tremenas d'an Unvaniezh Soviedel ha lakaet e voe e-barzh Republik Sokialour Soviedel Ukraina. Abaoe 1991 emañ e-barzh Ukraina dizalc'h.

Niveradegoù (*) pe priziadennoù ar boblañs[3] :

Emdroadur ar boblañs
[[Skeudenn:{{{fichennaoueg_skeudenn}}}|290px]]
[[{{{livour}}}]], {{{bloavezh}}}
{{{doare}}}
{{{uhelder}}} × {{{ledander}}} cm
[[{{{mirdi}}}]]

Ur gêr a bouez e voe Belz evit Yuzevien Galitsia, ha sez kozh unan eus an dinastiezhoù hasedek.

Belz zo ivez ul lec'h pouezus evit ar Gatoliked ukrainat ha polonat peogwir e oa lec'h annez Gwerc'hez zu Częstochowa sañset e-pad meur a gantved betek 1382, ar bloaz ma voe kemeret an ikonenn gant Władysław Opolczyk, priñs Opplen[4].

Skeudennaoueg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]