Mont d’an endalc’had

Belle Époque

Eus Wikipedia
Belle Époque
marevezh istorel
Deiziad kregiñ28 Gen 1871 Kemmañ
Deiziad echuiñ28 Gou 1914 Kemmañ

Ar Belle Époque pe La Belle Époque (brezhoneg : Marevezh Brav) a oa bet ur marevezh en Istor Europa hag a oa kroget e fin ar Brezel Gall-Prusian e 1871 ha padet betek deroù ar Brezel-bed kentañ e 1914. Gant an droienn c'hallek-se e reer anv eus ur marevezh gwellvelour, romantel, peoc'hus, aroueziet gant lañs an ekonomiezh, ar vroadelouriezh, an trevadennerezh hag ul lañs bras teknikel, skiantel ha gant nevezintioù sevenadurel a bep seurt.

D'ar mare-se, ar bed sevenadurel hag arzel e Bro-C'hall a oa o skediñ (dreist-holl e Pariz), gant krouidigezh kalz oberennoù meur el lennegezh, er sonerezh, er c'hoariva hag en arzoù gwelet.