Beiyang
An anv Beiyang (北洋; pinyin: Běiyáng; Wade-Giles: Peiyang) a c'haller treiñ gant Meurvor an Norzh[1]. Da gentañ e veze implijet an anv gant ur sell douaroniel nemetken, hag aet e oa diwar wel e fin an dierniezh Qing. Implijet e veze evit ober anv eus proviñsoù arvorel Zhili (sinaeg hengounel:直隸, sinaeg simplaet: 直隶, pinyin: Zhílì, deuet da vezañ Hebei hiziv), Shandong ha Liaoning, an holl anezho war vord ar Mor Melen (ur mor bihan er Meurvor Habask) hag en-dro d'ar gêr-benn impalaerel Beijing (anvet Peking d'an ampoent).
Goude-se e oa bet adimplijet an droienn war an dachenn politikel, oc'h ober dave da galon ar vro impalaerel. Post ministr Beiyang (北洋通商大臣) e fin an dierniezh Qing a oa dalc'het gant Besroue Zhili, hag e gefridioù pennañ e oa al liammoù ekonomikel hag an aferioù diavaez a-wechoù[2].
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Yuan Shikai and the Significance of his Troop Training at Xiaozhan, Tianjin, 1895–1899, Hong Zhang, The Chinese Historical Review Volume 26, 2019 - Issue 1
- ↑ 北洋通商大臣 (2018-10-22).