Mont d’an endalc’had

Beg ar Rozeler

Eus Wikipedia
Bae Sant-Brieg ha Beg ar Rozeler

Beg ar Rozeler (pointe du Roselier e galleg[1]) zo ur beg-douar uhel war aod kornôg Bae Sant-Brieg, e kumun Plerin.

El lec'h uhelañ emeur un 60 metr bennak a-us ar mor hag alese e c'haller kaout ur gwel kaer war Bae Sant-Brieg a-bezh. Un daol reteriñ zo, da zisplegañ d'an dud petra a welont.

Ar forn boledoù

Tost d'ar beg-douar e c'haller gwelet ur "forn boledoù", ur savadur bihan eus an XVIIIvet kantved ; talvezout a rae da dommañ boledoù maen a veze tennet war listri an enebourien a-benn c'hwezhañ tan enno.

Ar monumant e koun ar vartoloded beuzet er mor

Un tamm uheloc'h ez eus monumantoù e koun martoloded marvet er mor, dreist-holl re ar vag Bételgeuse marvet en Iwerzhon e 1979[2] ha pesketaerien all[3].

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.