Beaj an Amiral George Anson en-dro d'ar bed

Eus Wikipedia
George Anson (1697-1762)

Beaj an Amiral George Anson en-dro d'ar bed a c'hoarvezas en XVIIIvet kantved etre 1740 ha 1744, pa oa Breizh-Veur o kas Brezel skouarn Jenkins er Mor Karib a-enep Spagn etre 1740 ha 1748.

Gant ar roue George II e voe roet ur bagad eizh lestr da George Anson da vont da glask teurel e graban war an douaroù a oa e dalc'h Spagn er Meurvor Habask, ha da dapout galion Manilla, eleze al listri spagnol hag a dreuze ar Meurvor Habask div wech ar bloaz etre Manila hag Indez ar Sav-heol Spagnol.

Tremen a reas Anson eus ar Meurvor Atlantel d'ar Meurvor Habask dre ar c'hab Horn, hag a-hed aod Suamerika a-raok treuziñ ar meurvor Habask betek Makao.

Pa zistroas da Vreizh-Veur e 1744 goude tremen dre Sina en devoa graet tro ar bed war vor. Gantañ e teuas ac'hano galion Manilla, hag ivez 188 den nemetken eus ar 1 854 o devoa loc'het 4 bloaz kent.

Un danevell-veaj a voe embannet e 1748 hag a reas berzh bras.