Beach House

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Beach House, Londrez, miz Du 2012.

Beach House zo un daouad dream-pop bet krouet e Baltimore (Maryland, SUA) e 2004 gant Victoria Legrand hag Alex Scally.
Goude bezañ pleustret war ar sevel kanaouennoù e-pad ur bloavezh e krogas ar strollad d'ober sonadegoù e korn-bro Baltimore, e-lec'h ma'z eo bet ganet Alex Scally. E 2006 e voe embannet o fladenn gentañ, Beach House, enrollet dindan daou zevezh. Devotion, an eil pladenn, a voe embannet daou vloaz war-lerc'h, e dibenn miz C'hwevrer 2008. Pal an daouad a oa lakaat muioc'h a startijenn enni. Brud vat a savas diwar he fenn, er genrouedad dreist-holl. Kemennet e voe an drede hini gant ar ganaouenn Norway. E miz Genver 2010 e teuas er-maez Teen Dream. Ur wezh adarre e klaskas Legrand ha Scally degas muioc'h-muiañ a «nerzh ha kreñvder»; hogen aes e oa anavezout o sonerezh dibar gant tonioù strobinellus, mouezh velkonius Victoria hag ar gitar gant Alex. D'ar 15 a viz Mae 2012 e voe embannet Bloom. Berzh a reas diouzhtu gant an div ganaouenn gentañ tennet anezhi - Myth ha Lazuli.
Forever Still a voe embannet enlinenn d'ar 4 a viz C'hwevrer 2013: peder c'hanaouenn - Wild, the Hours, Wishes, Irene - enrollet war ar maez, e-kichen El Paso, eus ar serr-noz d'ar sav-heol. En o lec'hienn ez eo displeget gant an daouad ne felle ket dezhañ «koll spered e sonerezh»: evit sevel ur video eus an dibab e ranke eta bezañ mestr war an aozañ, pezh ne vije ket gallus gant an obererezhioù brudañ boaz.
O fempvet pladenn a enrolljont en diskar-amzer 2014, e Bogalusa, Louiziana. Depression Cherry a voe graet anezhi, ha d'an 28 a viz Eost 2015 e teuas er-maez. Enni ez eus dastumet «kanaouennoù aozet en-dro d'ur sonenn ha da nemeur a venvegoù, hag an taboulinoù zo kalz disteroc'h o roll.» [1] Ur wezh adarre e hañval ar strollad kaout disfiz ouzh ar brud: «dleout a raemp bezañ aet war-du tonioù kreñvoc'h, abalamour d'ar berzh ha d'al leurennoù bras; hogen pell emañ diouzh hor plegoù naturel. Aze e kendalc'homp da vont war-raok, oc'h ober fae war an arroud kenwerzhel a vevomp ennañ.» [2]. E kreiz miz Gwengolo e krog Beach House gant un droiad tri mizvezh hag a gaso ar strollad d'ar Stadoù-Unanet ha da Europa.
En diskar-amzer 2015 e c'hoarvezas un dra dic'hortoz: embann a reas Beach House e vije embannet e c'hwec'hvet pladenn hep dale [3]. Koulskoude ne oa bet lavaret grik diwar he fenn a-hed ar c'houlzad brudañ diwezhañ, en nevezamzer, evit Depression Cherry. Ur wech adarre e oa deuet da benn ar strollad da vezañ mestr war e labour, pergen war ar c'hehentiñ. D'ar 16 a viz Here 2015 ez eas er-maez Thank your lucky stars, da lavarout eo seizh sizhunvezh hepken goude Depression Cherry. War un dro e oa bet enrollet an div bladenn, daoust ma voe skrivet diwezhatoc'h pozioù an eil, e-kreiz ar bloavezh 2014. E-pad an droiad e sono Beach House e Breizh evit ar wech kentañ, e Stereolux Naoned, e miz Mezheven 2016.
Chomet eo ar strollad un daouad, daoust dezhañ bezañ skoazellet gant Daniel Franz, paotr an taboulinoù, da-geñver ar sonadegoù. Hervez Alex Scally e vez «kalz aesoc'h d'un daouad dont a-benn d'ober traoù entanus ha nevez».


Izili ar strollad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Menegoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • «Klask meizañ kalon ur ganaouenn n'eo ket evel sellout ouzh mekanik diabarzh un eurier, pe koubloù un dorn, iskisoc'h eget se eo, hag an dispisted-se a c'hall he lakaat da vezañ hollvedel.» Victoria Legrand, d'ar 17 a viz Eost 2015 [4]

Liamm[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]