Ur bazooka (amprest digant ar saozneg) zo ur banner-roketennoù (rocket-propelled-grenade pe RPG) implijet a-vras gant an United States Army, dreist-holl e-kerzh an Eil Brezel-bed. Lesanvet ivez stovepipe, ar Bazooka a oa bet eus ar c'hentañ remziad armoù eneptankoù doare rokedenn luskek implijet gant an droadegiezh en emgannoù. Oc'h implijout ul lusk solud propergol evit tennañ, reiñ a rae an tu gant ar penn da gaout un doare tarzhadenn uhel eneptank (HEAT) ha da vezañ tennet war karbedoù hobregonet, kreñvlec'hioù mindrailherezioù, ha bunkerioù pelloc'h evit na vije bet tu d'ober gant bannadur greunadennoù pe minoù.
Ar ger bazooka a zo bet ul lesanv d'ar stumm M1 eus an arm hag d'ar re diazezet warnañ, peogwir e lakae da soñjal er benveg sonerezh anvet bazooka, krouet ha brudet er bloavezhioù 1930 gant ar fentigellour stadunanat Bob Burns.