Mont d’an endalc’had

Battlefield 6

Eus Wikipedia
Battlefield 6
c'hoari video
TitlBattlefield 6 Kemmañ
HeuliadBattlefield Kemmañ
Tachenntenn kentañ-sell Kemmañ
DiorroerDice, Ripple Effect Studios, Motive Studio, Criterion Games Kemmañ
Ti-embannElectronic Arts Kemmañ
SavennPlayStation 5, Xbox Series X and Series S, Microsoft Windows Kemmañ
Deiziad embann10 Here 2025 Kemmañ
Bro orinStadoù-Unanet Kemmañ
DasparzherPlayStation Store, Microsoft Store, Steam, Epic Games Store Kemmañ
Prizioù resevetThe Game Awards − Best Audio Design Kemmañ
Doare c'hoaric'hoari e-unan, c'hoari video liesc'hoarier Kemmañ
Trobarzhell dont tretouchennaoueg, logodenn, lanker c'hoari Kemmañ
Diaz embannpladenn Blu-ray, embannadur niverel Kemmañ
Renkadur USKUSK 6 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.ea.com/games/battlefield/battlefield-6 Kemmañ
Aotre-implijoutproprietary license Kemmañ
Statud ar gwirioù-oberourgant gwirioù aozer Kemmañ
Announcement date24 Gouere 2025 Kemmañ

Battlefield 6 zo ur c'hoari video tenn kentañ sell sevenet gant Battlefield Studios[1]hag embannet gant Electronic Arts e 2025. An eizhvet c'hoari eo en heuliad c'hoarioù video Battlefield, bet embannet war ar savennoù PlayStation 5, Windows, hag Xbox Series X/S d'an 10 a viz Here 2025. Ar c'hampagn unc'hoarier a dremen e 2027–2028 hag a gont ur bec'h armet etre an NATO dizurzhiet ha Pax Armata, un embregerezh milourel prevez. Al lodenn liesc'hoarier a zo gant pevar c'hlasad soudarded: Argadour, Ijinour, Harper, ha Sklêrijenner, ha pep hini a zo arbennikaet war armoù ha kadoniezhoù stourm disheñvel. Adkemeret ez eus bet doareoù c'hoari liesc'hoarier gant ouzhpennadur un doare anvet Escalation.

Goude embannadur Battlefield 2042 (2021) ha ne oa ket bet resevet gwall vat, na gant ar c'hoarierien na gant ar vurutellerien, e oad krog da sevel un titl nevez en heuliad Battlefield dindan renerezh Vince Zampella. Awenet gant ar c'hoarioù a oa bet a-raok, Battlefield 3 (2011) ha Battlefield 4 (2013), Battlefield 6 a zo sirius ha gwirvoudel. Gant ur budjed ouzhpenn 400 milion a zollarioù, ar c'hoari a zo bet unan eus ar re gerañ da seveniñ.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Battlefield Studios (berraet en "BF Studios") a zo bet ur c'henemglev etre DICE, Ripple Effect Studios, Criterion Games, ha Motive Studio; Ridgeline Games en deus harpet ivez an diorroadur a-raok klozañ e 2024.