Battlefield 1
- Ur bajenn disheñvelout Battlefield zo ivez.
Battlefield 1 | |
---|---|
![]() | |
Logo Battlefield 1 | |
Doare | C'hoari tenn kentañ sell |
Embannet | ![]() |
Krouerien | EA DICE |
Embanner | Electronic Arts |
Doare | C'hoari e-unan Liesc'hoarier |
Sistem diazez | Microsoft Windows |
Sistemoù | Microsoft Windows |
Bro | EA DICE ![]() |
Motor video | Frostbite |
Lec'hienn internet | Lechienn ofisiel Battlefield 1 |
Peseurt oad | ![]() |
kemmañ ![]() |
Battlefield 1 lesanvet COD killer (brezhoneg: Muntrer Call of Duty)[1] a zo ur c'hoari tenn kentañ sell sevenet gant EA DICE hag embannet gant Electronic Arts. Ar 14vet c'hoari pe astenn c'hoari e vezo d'an heuliad c'hoarioù video Battlefield.
Ar c'hoari a zo da vezañ embannet dre ar bed war ar savennoù Microsoft Windows, PlayStation 4 hag Xbox One d'an 21 a viz Here 2016.
Doare c'hoari[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dres memes doare evit ar c'hoarioù video all en heuliad c'hoarioù Battlefield, Battlefield 1 a zo ur c'hoari tenn kentañ sell. Mare ar c'hoari a vezo ar C'hentañ Brezel-bed, awenet e vefe gant fedoù istorel gwir. ar c'hoarierien a c'hello implij armoù ar C'hentañ Brezel-bed evel ar fuzuilhoù un tenn, reoù aotomatek pe hanter aotomatek, kanolioù, skarzherioù-tan hag ar gazoù brezel a-benn lazhañ o enebourien.
Gant ar c'hoari nevez-se en heuliad e vezo degaset doareoù-stourm nevez a-dost evel sabrennoù, palioù. An armoù stourm a-dost se a vezo rannet e daou strollad: ar re ponner hag ar re lijer.
Karbedoù a vezo ivez, ar re-se a vezo tu da vezañ bleniet gant ar c'hoarierien: tankoù lijer ha ponner, kamionoù armet, nijerezioù daou askellet ha bigi brezel. Un nevezinti a vezo d'an heuliad dre reiñ an tu da implij gant ar c'hoarierien eus kezeg brezel.
Evel boaz en heuliad Battlefield an en-dro a vezo tu distruj, an armoù a c'hello bezañ kemmet hervez c'hoantoù ar c'hoarierien.
Harozed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Harozed a vezo er c'hoari, ar re-se o vezañ awenet gant tud gwir o devoa kemeret perzh er C'hentañ Brezel-bed [2] :
- Lawrence Arabia
- Ar Baron Ruz Manfred von Richthofen
- Soudarded du amerikan an Harlem Hellfighters/ Black Rattlers
Karr-nij ar Baron Ruz, ar Fokker Dr.I
Soudarded Amerika ouzh ar stourm, re an 369th Infantry Regiment (Harlem Hellfighters/Black Rattlers), 93rd Infantry Division, e Maffrecourt 1918.