Battle Beast

Eus Wikipedia
Battle Beast
Sonadeg Battle Beast e Summer Breeze Open Air 2017

Bro orin Helsinki, Finland
Doare(où) Heavy metal, power metal
Bloavezhioù oberiant 2005–bremañ
Label(ioù) EMI

Izili Juuso Soinio
Pyry Vikki
Eero Sipilä
Janne Björkroth
Noora Louhimo
Joona Björkroth
Izili bet er strollad Nitte Valo
Anton Kabanen

Battle Beast zo ur strollad Heavy-Power-Metal krouet e 2008 e Helsinki, e Finland. O stil sonerezh a gemer elfennoù Hardrock eus ar bloavezhioù 1980. Ar albom kentañ Steel a oa bet embannet e 2011 e bro-Finland hepken, gant al label Hype Records. E 2011 e oa bet sinet gant Nuclear Blast ur gevrat a roas dezho tu d'embann an albom-se er bed a-bezh adal ar 27 Genver 2012.

Gouneiet eus bet meur a briz gant ar strollad. En o zouesk emañ ar priz Newcomer of the Year 2011 er festival Wacken Open Air. E 2012 o devoa sonet e lodenn gentañ sonadegoù troiad "Imaginaerium" Nightwish (en Europa ha Rusia).

Levezonoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levezonet eo sonerezh ar strollad gant W.A.S.P., Manowar, Judas Priest, U.D.O. hag Iron Maiden.

Alies e vez kavet kalz a ganaouennoù evel "Eclipse", "The Black Swordsman" pe "Band of the Hawk" a gonta istorioù tennet eus ar manga mil-vrudet Berserk ma kaver Guts, ar "Black Swordsman", a glask dialiñ e gomperion a zo bet aberzhet e-kerzh un Eklips gant arc'houered. Eñ hag e gamaladed a oa izili eus Bagad ar Falc'hun, "the Band of the Hawk" e saozneg.

Istor ar strollad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Juuso, Pyry ha Anton a sone asambles pa oant krennarded. E penn-kentañ 2009 e teuas Nitte Valo e-barzh ar strollad ha setu ma krogjont da enrolliñ kanaouennoù. Goude meur a gemm evit ar gitar-boud hag ar c'hlavier e voe degemeret Eero Sipilä ha Janne Björkroth er strollad. War-lec'h ma oa bet tizhet an trec'h ganto da-geñver ar Wacken Metal Battle, gallet o deus sinañ ur gevrat da-vat gant al label Hype Records e dilost-hañv 2010.

E miz Eost 2012 e yeas kuit ar ganerez Nitte Valo eus ar strollad da baseal muioc'h a amzer gant he familh. Erlec'hiet e oa bet gant Noora Louhimo a sine evel penn-kanerez ar strollad.

Pladennrolladur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bloaz Albom Plasenn uhelañ Testeniekadur
FIN
[1]
BEL
[2]
SWI
[3]
GER
[4]
2011 Steel 7 - - -
2013 Battle Beast 5 111 77 82
2015 Unholy Savior 1 188 71 39
2017 Bringer of Pain 1
[5]
64 16 14
2019 No More Hollywood Endings 1
[6]
- 12 11
2022 Circus of Doom 1

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Battle Beast discography. Diellet er skrid orin d’an 29 July 2014. Kavet : 1 June 2013.
  2. Battle Beast discography. ultratop.be/fr/ Belgian Wallonia Albums Chart. Media Control Charts. Diellet er skrid orin d’an 28 January 2015. Kavet : 1 June 2013.
  3. Battle Beast discography. hitparade.ch Swiss Hit Parade Albums. Media Control Charts. Diellet er skrid orin d’an 9 August 2014. Kavet : 1 June 2013.
  4. Discographie Battle Beast. GfK Entertainment. Kavet : 28 March 2019.
  5. Albumit 8/2017 – Suomen virallinen lista – Musiikkituottajat. Kavet : 2020-03-21.
  6. Albumit 13/2019 – Suomen virallinen lista – Musiikkituottajat. Kavet : 2020-03-21.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]