Batailhon sakr Thebai
Neuz
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ar batailhon sakr (e henc'hresianeg : ἱερὸς λόχος, hieros loc'hos) a oa un unvez troadegiezh ponner eus arme keoded Thebai, en Hellaz kozh. 300 soudard a yae d'ober anezhañ. Savet e oa gant 150 koublad heñvelreviaded. Ur perzh a bouez en devoe an unvez e-doug an trec'h a-enep Sparta e emgann Leouktra (-371). Trec'het ha riñset e voe ar batailhon sakr gant arme Fulup II Makedonia e emgann C'haeronea (-338).