Batailhon ar maouezed

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Batailhon ar Vaouezed)

Batailhon ar Maouezed a vez graet eus unvezioù savet gant maouezed nemetken. Savet e oant bet goude Reveulzi C'hwevrer gant Gouarnamant da c'hortoz Rusia. Pal kentañ an unvezhioù-se e oa ar spi da reiñ nerzh-kalon en-dro d'al lu da genderc'hel ar stourm er C'hentañ Brezel-bed.

Nevez-amzer 1917, unvezioù argadiñ paotred ha batailhonoù ar marv a voe savet adal emouestlidiprest da vezañ penn an argadennoù rusian er brezel. Raktal ma voent krouet e oa bet maouezed o c'houlenn, dre sinadegoù, kaout ar gwir emezeliñ en unvezioù lu ar pezh a oa bet degemeret. Pelloc'h ez ae lod o c'houlenn ma vefe savet unvezioù maouezed nemetken. Ar vaouezed-se, gant harp ofiserien uhel ha pennoù ar melestradurezh, a soñje pe implije arguzenn ar propaganda evit ma vefe entanet en-dro al lu rusian.

Skeudenn soudardezed kalonek a vefe hervez holl harperien ar mennozh un diaz evit stabilat an talbenn a oa o vont da vrujun.

Pemzek unvez a voe savet e 1917, gant ar 1añ Batailhon maouezed ar Marv. Un unvez all ar 1añ Batailhon Maouezed eus Petrograd a oa savet nebeut sizhunvezioù war-lerc'h. Goude-se e oa bet an 2l Btailhon Maouezed ar Marv eus Moskva, an 3de Batailhon Maouezed Argadiñ eus Kuban oa bet savet en Ekaterinodar.

Peder unvez kehentiñ a voe savet ivez e Moskva ha Petrograd. Siehz unvez kehentiñ a voe savet e Kiev ha Saratov, ur wech c'hoazh e oa bet implijet unvezioù prevez savet gant maouezed nemetken eus ar c'hêrioù-se. Ul lusk a voe kroget gant unvezioù niverusoc'h-niverusañ maez servij eus al lu o vezañ savet e kêrioù lies dre Rusia a-bezh. Un unvez soudardezed eus ar morlu a oa bet krouet en Oranienbaum, ar 1añ Rannad Maouezed ar Morlu, o vezañ ul lodenn eus ar rannad troadegiezh gourdoniñ ar morlu rusian.

Ar gazetennerez stadunanat Bessie Beatty a istime e oa e-tro 5000 soudardez en unvezioù-se e fin 1917. N'eus nemet ar 1añ Batailhon Maouezed ar Marv ha Batailhon Perm a voe kaset d'an talbenn.

Soudardezed Batailhon ar Marv o poziñ e 1917 pe 1918
Maria Bochkareva gant Emmeline Pankhurst penn ar Suffragette saoz. A-dreñv dezho Batailhon Maouezed ar Marv.

Lod izili eus an unvezioù-se a gemeras perzh en emgannoù ar Brezel diabarzh rusian, o stourm a-bep tu, ar batailhonoù-se ne voent ket degemeret e luioù ar re Wenn, al lu Gwer, al Lu Zu, na forzh pese lu pe strolla dpolitikel o stourm a-enep ar Volcheviked.

1añ Batailhon Maouezed ar Marv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Mae 1917, Maria Bochkareva, ur beizantez e servij Lu Impalaeriezh Rusia abaoe miz Du 1914, ha tizhet ganti ar renk a ofiser, he devoa kroget ur sinadeg evit ma vefe savet ur batailhon gant soudardezed nemetken ha dindan e uzhioù.

E fin miz Mae, Ministr ar Brezel rusian evit ar Gouarnamant da c'hortoz, Alexander Kerensky, a roe ar gwir da sevel 1añ Batailhon Maouezed ar Marv e Petrograd.

Ar c'hentañ unvez-se savet gant maouezed nemetken en devoa desachet 2000 maouez a youl-vat. An oadoù a oa etre 18 ha 40 vloaz. Bochkareva hag a oa reut gant an urzhiadur hag enebet da gaout komiteoù soudard e-touez ar renkoù, a laka an holl nemet 300 anezhi da vont kuit.

Lakaet e oa bet ar vatailhon da bignat ouzh an talbenn evit talañ ouzh al lu alaman e-pad argadenn Kerensky, fiziet e oant bet d'ar 525vet Kiuruk-Darinski Rejimant ha lakaet en ur fozh-difenn e Smorgon. Roet e voe an urzh da gregiñ gant an argadenn, met an holl unvezioù a chomas o c'hortoz hep ober netra nemet hini ar soudardezed. Hervez ar pezh a ouier o defe kemeret teir foz-difenn enebour d'an Alamanted. Er fozioù e oa bet kavet vodka a oa bet distrujet krik-ha-krak a-raok ma c'hellfe bezañ evet gant ar baotred. Hervez dezrevell penn ofiser ar rejimant, ar soudardezed a oa bet kalonek hag o devoa sevenet o c'hefridioù en un doare micherel-tre.

Siwazh dezho biken ne erruas ar sikourioù ha rediet e voent da gilañ, o koll an holl tiriad o devoa aloubet.

Ar 1añ Batilhon Maouezed ar Marv renet gant Bochkareva, a oa c'hoazh en talbenn pa oa kroget ar Reveulzi. Rediet e voe d'en em zisranañ dre ma oa kreñv an enebiezh etre darn ar baotred soudard hag o unvez. Ar baotre a oa a-enep dezho rak c'hoant o devoa paouez gant ar brezel ha gwelet e oa ar vaouezed evel entanet betek-re.

1añ Batailhon Maouezed Petrograd[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krouidigezh ar c'hentañ unvez gant Bochkareva a voe un awen evit maouezed all a reas ar memestra dre ar vro a-bezh. Goulenn a rejont d'ar gouarnamant da c'hortoz da gaout ar gwir sevel unvezioù lakaet e servij al lu. Soubet e oa Ministrerezh ar Brezel gant lizhiri ha sinadegoù hiniennoù pe strolladoù maouezed o c'houlenn servij ar vro en talbenn. E miz Even, Kerensky, a aotre savidigezh un unvez stourm maouezed ouzhpenn da hini Bochkareva e Petrograd, ar 1añ Batailhon Maouezed Petrograd e vo. Savet e oa bet an nerzh lu gant etre 1100 ha 1400 soudardez harpet gant div unez kehentiñ gant e-tro 100 maouez bewech. Ar gourdoniñ ne oa ket bet nemet hini an dibunañ met ivez gourdoniñ tennañ, fiñvoù noz ha klasoù deskiñ lenn evit ar re ne ouient ket en ober

D'ar 25 a viz Here 1917, ar batailhon a voe galvet evit dibunañ war plasenn ar Palez a-raok bezañ kaset en talbenn. Goude an dibunadeg e voe urzhiet d'an unvez da chom evit difenn Palez ar Goañv hag ar Gouarnamant da C'hortoz rak ar Volcheviked. Penn an unvez a nac'has. E-plas e voe dasparzet ur rann eus an eil gompagnunezh, 137 sooudardez, evit bezañ gwarded mirlec'hioù dour-tan. Buan en em gavjont o tifenn ar Palez skoaz-ha-skoaz gant unvezioù Kozaked ha nebeut ofiserien da vezañ.

Beuzent e voent gant an niver kalz uheloc'h a Volcheviked hag ur wech kroget kanoliadenn ur vag brezel war ar Palez. N'eo ket sklaer daoust hag e voe gwalladennoù meur pe get met heklev a voe eus ar fed-se dre ar gêr a-bezh. Aterset, ar soudardezed a lakas war-raok teir gwalladenn met dreist-holl kunujennoù, feulster dre taolioù ha kaozioù a embanne e vefont gwallet met hep en ober.

Gwreg kannader ar Rouantelezh-Unanet e Rusia a c'houlennas groñs d'ar penn ofiser saoz e Petrograd, ar Jeneral Alfred Knox, d'ober un dra bennak evit ma vefe dieubet ar soudardezed hep ma vije graet drouk dezho. Graet e voe d'ar 26 a viz Here. Ar re a chomas soudardezed a dizhas kampar vatailhon er maez eus ar gêr hag ur wech eno a voe adarmet. Un 40 soudardez bennak a oa steuziet goude bezañ bet paket gant ar Volcheviked. Her vez lod mammennoù e vefent bet gwallet ha lazhet met prouen anat ebet a zo eus ar fed-se, nemet e oant steuziet.

Eil Batailhon Maouezed ar Marv eus Moskva[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An Eil Batailhon Maouezed ar Marv eus Moskva, gant div unvez kehentiñ, a voe savet e Moskva e miz Even 1917. En holl e oa 1000 soudardez en unvez en hañv. E fin an diskar-amzer, dre vank a harp anat gant ar gouarnamant da c'hortoz, pennoù ar vatailhon a embann fin an unvez. Pemp kant maouez a c'houlennas bezañ kaset en talbenn memestra, kaset e oant bet eno hep urzh gant pennoù uhel al lu.

Tonkad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lies eo bet tonkad ar soudardezed a oa bet er vatailhonoù-se. Maria Bochkareva a voe fuzuilhet d'ar 16 a viz Mae 1920 gant an Tcheka a-enep urzhioù strizh Lenin. Kondaonet e oa bet hi dre bezañ un "enebour d'ar c'hlasad labourerien" hag he muntrerien a voe fuzuilhet dre urzhioù Lenin evit bezañ disentet dezhañ. Lenin goude he marv en devoa embannet e oa didamal.

Eus ar vatailhon a zifennas gant kalon Palez ar Goañv a-enep ar Volcheviked, 40 anezho a zo steuziet. War e seblant e vefent bet gwallet ha lazhet met amsklaer eo.

Lod izili eus ar vatailhonoù-se a gemeras perzh e Brezel diabarzh Rusia a-bep tu.

Poltriji[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]