Batailhon Osage

Ar Batailhon Osage (saozneg: Osage Battalion) a oa un unvez amerindian eus Lu Stadoù Kengevreet Amerika. Tutaet e oant bet er bobl Osage, memes ma oa bet rannet e daou ar meuriad etre an Unvaniezh hag ar C'hengevread. Biken ne oa bet tizhet ar 500 den evit sevel un unvez leun. E penn-kentañ 1863, peder c'hompagnunezh, 200 den en holl, a oa o servij dindan urzhioù ar jeneral brigadenn Douglas H. Cooper en Departamant Trans-Mississippi. E 1864 e oa bet kaset an unvez d'ar 1añ Brigadenn marc'hegiezh indian renet gant ar jeneral brigadenn Stand Watie, ha stourmet e oa bet ganto dindan e urzhioù en Eil emgann Cabin Creek d'an 19 a viz Gwengolo 1864. Ar batailhon a oa kodianet gant nerzhioù an Unvaniezh d'an 23 a viz Even 1865, ar pezh a ra anezhañ unan eus an nerzhioù Kengevreet diwezhañ o kodianañ.