Barnidigezh Pilatus
| Rann eus | Pasion Jezuz |
|---|---|
| Kondaonadur | kastiz ar marv |
| Relijion pe kredenn | kristeniezh |
| Stad | Impalaeriezh roman |
| A dalv evit tiriad | Proviñs Judea |
| Raklec'hiet gant | Sanhedrin trial of Jesus |
| Deiziad | 7 Ebrel 30 CE |
| Defendant | Jezuz-Krist |
| Judge | Pontius Pilatus |
En avieloù kanonek, barnidigezh Pilatus a ra dave da prosez Jezuz er praetorium e-tal Pontius Pilatus, goude prosez Jezuz gant ar Sanhedrin. En Aviel Lukaz, Pilatus a gav eo Jezuz, a orin eus Galilea, ha neuze e oa dindan sujidigezh barnerezh Herodez Antipas, hag eñ da gas Jezuz da Herodez. Goude ur goulennatadur eus Jezuz ha kaout nebeut-tre a respontoù gantañ, Herodez a embann n'eo ket Jezuz un dañjer ha kas a ra anezhañ en-dro da Bilatus.
Hervez an testennioù eo troet Pilatus da alvokad Jezuz muioc'h evit ar barner pa oa bet an tamalladur.[1] En Aviel Yann (18:28–19:13), Pilatus a zo oc'h ober "mont-ha-dont", etre ar praetorium hag ar porzh er-maez ar pezh a vije dre ma oa bet en "entremar en diabarzh".[2] Mont a ra betek klask dieubiñ Jezuz, en aner avat [3].
Tro-dro d'ar varnadenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Filo, ha na oa ket plijet gant Pilatus, a embann e oa bet urzhiet al lazhadegoù hep barnidigezhioù.
An arkeologour Shimon Gibson a embann eo bet adkavet un dont-tre ramzel e kostez kronôg palez Herodez (ar praetorium) a c'hellje bezañ lec'h barnadenn Jezuz. Embann a ra ivez "an dismantroù arkeologel-se a zo tostik-tost eus an deskrivadur graet gant Yann pa ziskriv toull-bac'h Jezuz ha lec'h ar varnadenn dirak Pilatus, ha gant daou boent douaroniel skrivet gantañ al lithostrotos ha gabbatha."[4]
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Bond, Helen Katharine (1998). Pontius Pilate in History and Interpretation. Cambridge University Press. 159 p. ISBN 0-521-63114-9.
- ↑ Rudolf Schnackenburg, John, vol. 3 (New York: Crossroads, 1980-90), 446 n. 5.
- ↑ Diwar neuze, e klaske Pilat an tu d’e zieubiñ, met ar Yuzevien a grias o lavarout : « Ma laoskez hemañ da vont, n’out ket mignon da Gaesar ; rak kement hini en em laka da roue en em sav a-enep da Gaesar »
- ↑ Gibson, Shimon (2011). "The Trial of Jesus at the Jerusalem Praetorium: New Archaeological Evidence", The World of Jesus and the Early Church: Identity and Interpretation in Early Communities of Faith. Hendrickson Publishers. 97–118 p. ISBN 978-1-59856-825-7.