Banniel an USMC

Eus Wikipedia
Banniel an United States Marine Corps

Banniel an United States Marine Corps (saozneg: Flag of the United States Marine Corps) brudet ivez evel ar standard pe battle color eo banniel an U.S. Marine Corps, kement hag ar skourroù pe unvezioù suj dezhañ. Implijet eo abaoe an 18 a viz Genver 1939.

Savidigezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Banniel ofisiel ar c'horfad a zo ruz gant skoed-ardamez an USMC gant al livioù gris hag aour. Implijet eo ent-ofisiel abaoe an 18 a viz Genver 1939. En gwirionez dre an urzh 4 (Marine Corps Order 4) e oa bet lakaet dija da dalvezout ar ruz hag an aour evel livioù ofisiel ar c'horfad abaoe 1925.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ne ouezer ket kalz traoù a-fed bannieloù evit ar Marines kentañ, gouzout a ouezer e oa bet douget ar Grand Union Flag gant ur batailhon renet gant ar c'habiten Samuel Nicholas en New Providence Island, d'an 3 a viz Meurzh 1776.