Mont d’an endalc’had

Banniel Aozadur ar Broadoù Unanet

Eus Wikipedia
Banniel ABU

Implij
E kement degouezh a zo.

Kenfeurioù 2:3 • 3:2 • 3:5
Ha hini banniel ar vro m'emañ.

Livioù
CYMK 95%,31%,0%,16% 0%,0%,0%,0%
HEX #0a94d6 #fff
HSL 199,91%,44% 0,0%,100%
HWB 199,4%,16% 0,100%,0%
NCOL C32,4%,16% R0,100%,0%
RGB 10,148,214 255,255,255

Aozer Donal McLaughlin (arouez)
Degemeret 7 Kerzu 1946 (arouez)
20 Here 1947 (banniel)
Arouez ABU

Banniel Aozadur ar Broadoù Unanet zo ur banniel glaswenn, arouez gwenn Aozadur ar Broadoù Unanet (ABU) en e greiz.

D'ar 7 a viz Kerzu 1946 e voe degemeret an arouez, ha d'an 20 a viz Here 1947 e voe degemeret ar banniel glaswenn gant an arouez warnañ[1].

Drekleur
Al liv glas zo bet diuzet abalamour ma vefe an enep d'al liv ruz, a lakaed da « liv ar brezel ». Pantone PMS 2925 eo an arliv hervez erbedadenn ofisiel ABU[1], da lavaret eo MMM HEX #0a94d6[2].
Arouez
Gwenn (HEX #fff) eo al liv erbedet evit an arouez.

E kreiz ar banniel emañ kartenn holl gevandirioù an Douar, kreizennet e Pennahel an Norzh, a zo e kreiz 5 kelc'h kengreiziek rannet dre linennoù etre 8 gennad korn 45°. Daou skourrig olivez o garennoù kroaziet dindan linenn greiz ar banniel zo edan ar c'helc'h brasañ ; ar skourroùigoù a sav war bep tu betek ar c'hogn 315° a-gleiz ha 45° a-zehou.

Arouez holl bobloù ar bed eo ar gartenn, ha hini ar peoc'h eo ar skourroùigoù olivez.

Tri c'henfeur zo etre uhelder ha ledander ar banniel : 2:3 ha 3:5, pe heñvel ouzh kenfeur banniel ar Stad m'emañ banniel ABU o flojañ, gant ma chomo digemm kenfeur an arouez, a zo un hanter eus ledander ar banniel[3].

E-kerzh Kendalc'h 50 ezel ouzh Kevredidi an Eil Brezel-bed e 1945 e San Francisco (Kalifornia), an aozerien a vennas kaout un arouez evit lakaat fardañ merkoù a dalvezfe da anavout ar gannaded a-douez an dud all. Kadoriad ar C'hendalc'h a verzas e c'hellfe an arouez-se treiñ da vanniel padus ABU. Diwar ur raktres gant ar savour stadunanat Donal MacLaughlin (1907-2009) e voe treset arouez ar gartenn — diwar skouer ar re a veze treset e-pad an Eil Brezel-bed gant ar c'hartennour stadunanat Richard Edes Harrison (1901-1994) — hag ar skourroùigoù olivez[4].

Ul liv glas-gris MMM (HEX #617289) anvet Stettinius Blue en enor da Edward Stettonius, Jr., a oa e penn kannaded SUA, a voe dibabet gant ar C'hendalc'h e 1945 rak banniel broadel ebet ne zouge al liv-se[5]. Diwezhatoc'h e voe lakaet da ofisiel al liv glaswenn a anver UN blue, "glaz ABU"[6].

Disheñvel ivez e oa ar gartenn e 1945, pa boueze war lec'h Stadoù-Unanet Amerika er bed dre o lakaat er c'hreiz, tost da Bennahel an Norzh, ha pa ne ziskoueze ket ar broioù a zo dindan al ledred 40° Su. Degemeret e voe koulskoude, peogwir n'edo ket Arc'hantina, Chile ha Zeland-Nevez e-sell da vout izili ouzh ABU. Diwezhatoc'h e voe kreizennet ar gartenn war Linenn Etrebroadel an Deiziad[7] hag astennet betek al ledred 60° Su. Hervez ar vammenn ofisiel e voe divizet ar gemmadenn evit diskouez broioù ker pell ha ma c'heller en o c'heñver gwir d'ar pevar avel[1].

Banniel a Enor

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Banniel a Enor Aozadur ar Broadoù Unanet (The United Nations Honour Flag), anvet ivez "ar Banniel a Enor" (the Hono[u]r Flag) ha "Banniel ar Peder Frankiz" (Four Freedoms Flag) a oa ur banniel a arouezie Kevredidi an Eil Brezel-Bed hag o c'hlask war ar ar peoc'h. Ijinet e voe e miz Here 1942 gant Brooks B. Harding, a voe awenet gant ur brezegenn bet distaget gant Franklin D. Roosevelt e miz Genver 1941 a-zivout ar Peder Frankiz[8]. Meur a wezh ez eo bet implijet ar banniel-se adalek an 13 a viz Mezheven 1943 betek e-tro 1948 evit aroueziañ un doare ABU hervez Disklêriadur gant Broadoù Unanet (Declaration by United Nations), an emglev a voe sinet gant ar Gevredidi gentañ. Biskoazh avat ne voe lakaet ar banniel-se da ofisiel.

Gorret e vez banniel ABU war gement savadur pe lec'h a zo annezet gant an aozadur en un doare ofisiel. Gorreet e vez ivez war listri ha karbedoù a zo e servij ABU en un doare ofisiel. Pa vez karbedoù en un dibunadeg e-kerzh ur weladenn ofisiel gant Pennsekretour ABU ne vez gorreet ar banniel nemet war ar c'harbed m'emañ ar Pennsekretour[9].

Deveradennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a vanniel zo bet deveret diouzh hini Aozadur ar Broadoù Unanet.

Skourroù hag aozadurioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Anv Deskrivadur
International Atomic Energy Agency (IAEA) Heñvel eo al livioù hag ar skourroùigoù ouzh re banniel ABU. E-lec'h ur gartenn ez eus er c'hreiz un arouez eus atomenn ar beriliom hervez patrom Niels Bohr. Dizalc'h eo an IAEA, hogen daskor kont da ABU a ra.
International Civil Aviation Organization (ICAO) Un askell a bep tu d'ar gartenn zo bet ouzhpennet da vanniel ABU, war ar skourroùigoù.
International Labour Organization (ILO) Ur rod dantek troc'het zo bet lakaet e-lec'h ar gartenn ; ILO zo skrivet e-barzh ar rod-se.
International Maritime Organization (IMO) Bihanaet eo bet ar gartenn, hag ouzhpennet ez eus bet daou eor kroaziet, liammet an eil ouzh egile dre ur chadenn etre o gwalennoù.
UNESCO Heñvel eo al livioù ouzh re banniel ABU. Skeudenn un zeuldi henc'hresian eo an arouez, ar c'hwec'h kolonenn o vezañ c'hwezh lizherenn anv an aozadur.
UNICEF Heñvel ouzh re banniel ABU eo al livioù. An anv unicef zo skrivet, heuliet gant skeudenn ur bugel hag e vamm e boul an Douar frammet gant an hevelep skourroùigoù olivez ha re an ABU.
Universal Postal Union (UPU) Logo an aozadur zo er c'hreiz e-lec'h ar gartenn ; ar glaswenn hag ar skourroùigoù zo bet miret.
World Health Organization (WHO) Heñvel ouzh banniel ABU, nemet ez eus bet ouzhpennet ur c'haduse en aour er c'hreiz.
World Meteorological Organization (WMO) Heñvel ouzh banniel ABU, nemet ez eo bet ouzhpennet rod ar pevar avel er c'hreiz etre kernioù ar skourroùigoù olivez.

Bannieloù broadel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diwar banniel ABU ez eus bet krouet ur c'herentiad bannieloù broadel gant broioù pe Stadoù hag o deus gouzañvet brezelioù pe distabilded en o Istor. Meur a hini e-touez ar re-se zo bet dindan gward ABU d'ue mare a zo bet.

Bro Deskrivadur
Kambodja Arveret e-pad m'edo Kambodja dindan gwarez ABU (19921993). Kartenn Kambodjia zo er c'hreiz, gant anv ar vro e skritur kmerek.
Kiprenez Ur gartenn ha skourroùigoù olivez zo war ar banniel, evel war hini ABU.
Eritrea (19521962) Liv ha skourroùigoù olivez banniel ABU a oa war banniel kentañ Eritrea.
Eritrea (1993–bremañ) Ar skourroùigoù hepken zo chomet war banniel nevez Eritrea.
Stadoù Kevreet Mikronezia Un aspadenn eus ar mare ma oa bet ar Stadoù dindan gwarez ABU eo liv glas o banniel.
Kosovo Adalek 1999 betek 2008 e oa bet Kosovo dindan gwarez ABU, alese kartenn ar vro e kreiz ar banniel.
Somalia Livioù banniel ABU zo chomet war hini Somalia (1954–bremañ) a-c'houde bout bet dindan gwarez ABU (1950-1960).
  1. 1,0 1,1 ha1,2 (en) United Nations Flag @ ABU. Kavet : 03 C'hwevrer 25.
  2. Sklaeroc'h eget al liv ofisiel eo HEX #009fdc, al liv a vez diskouezet e Wikimedia Commons.
  3. (fr) Code du drapeau des Nations Unies @ Nations Unies. Kavet : 03 C'hwevrer 25.
  4. (en) Lyons, Catherine. UN Logo Designer Celebrates His Centennial @ UN Association of the USA. Kavet : 03 C'hwevrer 25.
  5. (en) Borts, Lawrence H. Medals and Ribbons - The Medals and Ribbons of The United Nations. Fountain Inn, South Carolina : Medals of America Press, 1998, p. 36 (ISBN 978-1-884452-31-4)
  6. (fr) Le logo de l’ONU prend l’eau pour la COP28 @ Graphéine. Kavet : 03 C'hwevrer 25.
  7. Eleze al linenn faltaziek a zo e-tro an hedred 180° Kornôg ha Reter er Meurvor Habask hag a verk al lec'hioù ma 'z eo ret kemmañ an deiziad p'he zreuzer. Gwelit (en) Van Gent, R. H. (2017). A History of the International Date Line @ Universiteit Utrech. Kavet : 03 C'hwevrer 25.
  8. 1. Frankiz eztaoliñ, 2. Frankiz ar relijion, 3. Frankiz da vevañ e-maez a zienez, 4. Frankiz da vevañ dizaon.
  9. (fr) Code du drapeau des Nations Unies @ ABU. Kavet : 03 C'hwevrer 25.