Bannerezh-kartenn

E kartennouriezh, ar bannerezh-kartenn zo unan eus an treuzfurmadurioù implijet evit diskouez gorread kromm divvent ur bellenn war ur blaenenn. Goude pep a vannerezh eus ur bellenn war-zu ur plaenenn e vez dispaket distummadurioù ar gorread en un doare pe un all. Kavet e vez bannerezhioù all e meur a dachenn eus ar matematik pur, en o zouez ar mentoniezh orgemmel, ar mentoniezh vannadel, hag ar seurtadoù, ‘’met ar ‘’bannerezh-kartenn’’ a zo un obererezh arbennik.
Hollegezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ez-istorel ez eus kaoz eus mont da gartenniñ war ur gorread plaen diouzh hini ur bellenn peurvuiañ. An Douar hag ar c’horfoù egor all bras a vez delvanet gwelloc’h evel kelc’htreiñ pe elipsoidoù oblat, padal traezennoù bihan evel an asteroidoù o deus stummoù digompes alies. Gorreadoù ar c’horfoù planedel a c’hell bezañ kartennet ha pa ’z int re ziblaen evit bezañ delvanet mat gant ur bellenn pe un elipsoid.
Hervez pal ar c’hartennour e c’heller degemerout un nebeud distummadurioù ha lezel reoù all a-gostez ha diouzh-se e tibaber bannerezhioù-kartenn disheñvel evit mirout perzhioù zo eus ar sferenn nemetken. Studi ar bannerezhioù-kartenn a zo dreist-holl diwar-benn deskrivadur o distummadurioù. N’eus bevenn ebet d’an niver a vannerezhioù-kartenn posubl.
Hag, en despet d’e ster diarlenn, n’eo ket bevennet ar bannerezh d’ar bannerezhioù diawelad, evel re a zeu eus un skeudenn war ur skramm, pe ar skeudenn eunregennek produet gant ur gambr zu war ur blakenn film plaen. Kement fonksion matematik a dreuzfurm daveennoù eus ar gorread kromm en un doare distag ha flour war ar plaen a zo ur bannerezh. Nebeut a vannerezhioù implijet a zo diawelad.
Bannerezhioù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar bannerezh-kartenn anavezetañ eo ar « bannerezh Mercator » hag e vez lakaet da vezañ kewir peogwir e vez miret an ankloù. Koulskoude, a-hed an XXvet kantved, eo bet rebechet dezhañ brasaat an takadoù a-feur m’emaint pelloc’h eus ar c’heheder. Enebet ouzh an dra-se, ar bannerezhioù kevatal-gorre evel ar bannerezh sinuzoidel hag ar bannerezh « Gall–Peters » a ziskouez mentoù reizh ar broioù an eil e-keñver egile, met ne miront ket mat an ankloù. Dispakañ a reont an National Geographic Society hag ar pep brasañ eus an atlasoù bannerezhioù-kartenn a ro un disoc’h etre e-kenver torgemm ar gorreadoù, evel ar bannerezh « Robinson » hag ar bannerezh « Winkel tripel ».
Da vannerezh « Robinson » eo hêr ar bannerezh « Douar par-euun » hag a zo aet da vannerezh ofisiel kartennoù ar bed embannet gant Aozadur ar Broadoù Unanet e 2026.
Perzhioù metrek ar c’hartennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a berzh a c’hell bezañ muzuliet war gorread an Douar hep tennañ kont eus an tachenn .
Ar bannerezhioù-kartenn a c’hell bezañ savet evit mirout un nebeud eus ar perzhioù-se en o c’heñver re all ha peogwir ne ya ket da vezañ izometrik gorread kromm an Douar d’ur blaenenn e tle ar stummoù kaout ur skeul cheñch ha, da heul, bezañ dispaket a-c’hinfeur ouzh ar gorreadoù. Heñveldra, ma vez miret gorreadoù gwir ne c’hell ket ar bannerezh bezañ kewir, ha da heul e vez distummet ar stummoù hag an azimutoù e darn vrasañ eus an takadoù war ar gartenn. Gant doareoù disheñvel e vez miret pe lakaet en etre pe greñvaet perzhioù metrek zo. Pa vez liesseurt mennadoù ar c’hartennourien e tleer kaout bannerezhioù liesseurt.
Kenglotadur ar roadennoù geodouaroniel gant an datum
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]P’eo aet ar c’hartennoù eus an tresañ war baper (ha moullet da c’houde) da vezañ restroù en urzhiateerioù e vezont savet diwar jedadennoù kemplez. Ret eo sevel kefluniadur ar bannerezh en ur lakaat da glenglotañ ar roadennoù geodnouroniel eus un tu hag patrom niverel an Douar a zo bet dibabet, un datum eo anv ar patrom-se, dezhañ da endalc’h ur seurt eilad niverel an Douar a-bezh. Pa n’eus diforc’hioù re vras etre an datumoù evit ar sevel kartennoù a-skeul-vihan e tleer dibab datumoù a-blom gant ar roadennoù pa ya ar skeul da vezañ bras.
Ermeg ha danzeadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sevel ur bannerezh-kartenn a ya gant daou lankad :
- Dibab peseurt stumm a zo gant skeudenn an Douar, da vezañ bannet pe ur bellenn, pe un elipsoidenn, met pa n’eo ket reoliek (kewir gant ar seurt kelluniadur) an Douar e vo lezet titouroù a-gostez forzh penaos.
- Treuzfeurmiñ an daveennoù douaroniel, hedred ha ledred, pe d’ar reizhiad daveennoù kartezel (x, y, z), pe d’an daveennoù plaen a ya gant ar reizhiad daveennoù bleinel (r, θ) .
Er reizhiad kartezel e vez dreistellet ar c’harrezioù kartezel war elfennoù ar gartenn, ken e tispak ur gael.
Choaz ar gorread a resev ar bannerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ober a reer gorreadoù dispakadus eus ar re ne ta ket ganto bezañ displeget pe dirodellet pa vezont treuzlakaet war un blaenenn, ar granenn hag ar gernnenn da gentañ holl. N’eo posubl hen ober gant ur bellenn pe un elipsoidenn, ken n’eus ket bannañ anezho hep meur a dorgamm, pa n’o deus tamm takad a vije lakaet war ur blaenenn war-euun. Ma klasker kas bannerezh an Douar war ur gorread dispakadus, kranenn pe gernenn, ne c’heller ket ober hep meur a dorgemm.
Pennadoù nes
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Bannerezh Douar par-eeuneun]]
- Bannerezh kewir
- Bannerezh Mercator
- Daveenn douaregorel
- Daveenn gartezel
- Mentoniezh vannadel
