Mont d’an endalc’had

Banner-roketennoù

Eus Wikipedia
Arabat eo droukveskañ gant Banner-roketennoù lies.
Soudard stadunanat o tougen ur Bazooka M1 e 1943

Ur banner-roketennoù, pe banner-roked[1], zo un arm-tan hiniennel implijet gant an droadegiezh, gouest da vannañ ur roketenn. Gellet a ra bezañ implijet evit distruj ur c'harbed da skouer.

Armoù all evel ar Panzerfaust, ar Carl Gustav M2 pe an RPG-2 n'int ket bannerioù-roketennoù met bannerioù-greunadennoù, peogwir e vez kaset o bannadell gant nerzh an tenn hepken. Armoù all evel an FGM-148 Javelin pe ar Milan zo bannerioù-misiloù kentoc'h, peogwir e vez heñchet o bannadell goude an tenn.

  1. TermOfis
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan