Band of Brothers (ministirad)

Band of Brothers zo ur ministirad skinwel brezel stadunanat, ennañ dek rann, skignet adalek 2001. Savet eo bet gant Tom Hanks ha Steven Spielberg diwar al levr heñvelanvet bet skrivet gant an istorour stadunanat Stephen E. Ambrose[1].
Heuliañ a ra hentad harzlammerien an Easy Company, ur gompagnunezh eus ar 506vet Rejimant Troadegiezh Harzlammet eus 101vet Rannarme Harzlammerien Stadoù-Unanet Amerika, eus o mare pleustriñ e Camp Toccoa (Georgia) e 1942, betek dibenn an Eil Brezel-bed, e Berchtesgaden.
An darvoudoù kontet er stirad a zo c'hoarvezet evit gwir dre vras, hag an tudennoù a zo bet anezhe ivez. E deroù pep rann e weler atersadennoù lod anezhe. Reiñ a ra Band of Brothers da welet ar brezel da live soudarded diazez, en ur daolenniñ o fsikologiezh. Un dudenn a vez lakaet war wel e pep rann. Gwelet e vez ar stirad gant kalz sellerien evel unan eus ar re wellañ bet produet a-viskoazh war an Eil Brezel-bed, ha war ar brezel dre vras. Meur a briz en deus resevet, Golden Globes en o zouez[1][2]. Berzh bras ar stirad a zo bet mammenn da zaou all, unan diwar-benn talbenn ar Meurvor Habask, anvet The Pacific (e 2010), hag unan all anvet Masters of the Air (2024) diwar-benn an ekipajoù bombezerioù, war talbenn kornôg ar brezel.
Pennaktored
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Damian Lewis : ar major Richard D. Winters
- Ron Livingston : ar c'habiten Lewis Nixon
- Scott Grimes : ar serjant Donald Malarkey
- Donnie Wahlberg : an isletanant Carwood Lipton
- Neal McDonough : al letanant Lynn « Buck » Compton
- Frank John Hughes : ar pennserjant William « Wild Bill » Guarnere
- Shane Taylor : ar c'haporal Eugene « Doc » Roe
- Rick Gomez : ar serjant George Luz
- Dexter Fletcher : ar pennserjant John Martin
- Ross McCall : ar c'haporal Joseph Liebgott
- Michael Cudlitz : ar serjant Denver « Bull » Randleman
- James Madio : ar serjant Frank Perconte
- Rick Warden : an isletanant Harry Welsh
- Eion Bailey : ar soudard David Kenyon Webster
- Kirk Acevedo : ar pennserjant Joseph Toye
- Matthew Leitch : ar serjant Floyd « Tab » Talbert
- Richard Speight Jr. : ar serjant Warren « Skip » Muck
- Matthew Settle : ar c'habiten Ronald Speirs
- Luc'hskeudennoù ar pennaktoured
- Damian Lewis e roll Richard D. Winters
- Ron Livingston e roll Lewis Nixon
- Scott Grimes e roll Donald Malarkey
- Donnie Wahlberg e roll Carwood Lipton
- Rick Gomez e roll George Luz
- Dexter Fletcher e roll John Martin
- Eion Bailey e roll David Kenyon Webster
- Kirk Acevedo e roll Joseph Toye
- Matthew Settle e roll Ronald Speirs
Rannoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Rann 1 : Currahee
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- skignadenn gentañ : 09/09/2001 (
Stadoù-Unanet) - senario : Tom Hanks hag Erik Jendreson
- sevener : Phil Alden Robinson
- padelezh : 73 mn
Paotred yaouank eus a bep lec’h er Stadoù-Unanet zo bodet e Camp Toccoa, e-kichen ar menez Currahee, e Georgia. Youlat int bet evit rollañ e eil batailhon ar 506vet rejimant troadegiezh harzlammet. En o zouez, danvez soudarded ar gompagnunezh E (« Easy Company ») a skoulm darempredoù kreñv abalamour da bleustradegoù taer ha da reolennoù strizh o c’homandant, Herbert Sobel. Kaset e vezont da vro-Saoz e miz Gwengolo 1943. Sobel a ziskouez bezañ dizampart evit ren soudarded er pleustradegoù war an dachenn. Richard Winters, unan eus is-letananted ar gompagnunezh, a aoz ur mutinerezh asambles gant is-ofiserien all, gant ar riskl da vezañ kaset dirak ul lez-varn ha fuzuilhet. Dont a reont a-benn memestra, hag ar c'horonal Sink, penn ar rejimant, a gas Sobel d’ar Stadoù-Unanet en-dro evit gourdoniñ medisined en ur skol harzlammerien. Fiziet eo renerezh ar gompagnunezh el letanant Thomas Meehan. E dibenn ar rann e c’haller gwelet ar soudarded o prientiñ an Oberiadur Overlord, e deizioù kentañ miz Even 1944.
- tudenn bennañ ar rann : Herbert Sobel
Rann 2 : Day of Days
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- skignadenn gentañ : 09/09/2001 (
Stadoù-Unanet) - senario : John Orloff
- sevener : Richard Loncraine
- padelezh : 52 mn
A-raok tarzh an deiz, d’ar 6 a viz Even 1944, soudarded an Easy Company zo harzlammet e su ledenez Cotentin, en un takad etre Sainte-Mère-Église ha Sainte-Marie-du-Mont, o fal kentañ. Abalamour da dennoù ar c’hanolierezh enepnijerez en em gavont strewet e pep lec’h er vro. Lazhet eo al letanant Meehan pa vez diskaret e garr-nij. An is-letanant Winters a goll e armoù a-raok erruiñ war an douar. Ur wech pradet en em gav gant Hall, ur soudard eus an 82vet rannarme, ha kemer a ra penn un strolladig soudarded kavet amañ hag ahont. E gouloù an deiz, ur wech erruet e Sainte-Marie-du-Mont, Winters a glev keloù marv Meehan, ha dont a ra da vezañ komandant de facto an Easy Company. Karget eo da gas un argadenn war maner Brécourt, evit distruj kanolioù alaman 105 mm hag a denn war draezhenn Utah Beach. Echuiñ a ra ar rann da noz, pa c’hall ar soudarded diskuizhañ un tamm a-raok emgannoù antronoz.
- tudenn bennañ ar rann : Richard Winters
Rann 3 : Carentan
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- skignadenn gentañ : 16/09/2001 (
Stadoù-Unanet) - senario : E. Max Frye
- sevener : Mikael Salomon
- padelezh : 65 mn
D’an 8 a viz Even, an Easy Company a gemer perzh e emgann Carentan, ul lec’h hag a rank bezañ tapet evit ober al liamm etre traezhennoù Utah Beach hag Omaha Beach. Eno e stourm ar gompagnunezh e kêr evit ar wech kentañ, a-enep tankoù ha sniperien peurgetket. Ar soudard Albert Blithe, evel reoù all, a andur skuizhder ha taerder ar brezel, ha dall e teu da vezañ abalamour da strafuilhoù nervel. Ur wech frealzet gant Richard Winters e adkav ar gweled. A-hed ar rann e kresk brud al letanant Ronald Speirs, a zo tamallet dezhañ bezañ drouklazhet prizonidi alaman d’ar 6 a viz Even. E eil lodenn ar rann en em gann soudarded an Easy e parkeier bihan garzhaoueg Normandi. En ur enebiñ ouzh un argadenn, Blithe a lazh ur soudard enebour. Gloazet eo un nebeud devezhioù war-lerc'h gant ur sniper alaman, e-kerzh ur batrouilhenn. Kaset eo ar 506vet rejimant harzlammerien da ziskuizhañ da Vro-Saoz.
- tudenn bennañ ar rann : Albert Blithe
Rann 4 : Replacements
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- skignadenn gentañ : 23/09/2001 (
Stadoù-Unanet) - senario : Graham Yost ha Bruce C. McKenna
- sevener : David Nutter
- padelezh : 59 mn
E Aldourne, e Bro-Saoz, e tiskuizh an Easy Company. Soudarded nevez-stummet a erru er gompagnunezh evit kemer plas ar re lazhet en emgannoù e Normandi. Rankout a reont azasaat ouzh o unvez nevez, ha klask a reont tennañ gounid eus alioù ar soudarded gante skiant-prenet an talbenn. Distreiñ a ra Herbert Sobel d'ar rejimant, evel ofiser pourveziañ. D'ar 17 a viz Gwengolo 1944 eo harzlammet ar 506vet rejimant nepell diouzh Eindhoven, en Izelvroioù, e deroù an oberiadur Market Garden. Dieubiñ a reont ar gêr hep emgann. Kaset e vez an Easy Company da dapout kêr Nuenen. Goude emgannoù taer e rank ar gompagnunezh kilañ. « Bull » Randleman, gloazet, a chom stanket e-pad an noz er gêriadenn kontrollet gant an Alamaned, ha rankout a ra treuzvevañ a-raok bezañ adkavet an deiz war-lerc'h.
- tudenn bennañ ar rann : Denver « Bull » Randleman
Rann 5 : Crossroads
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- skignadenn gentañ : 30/09/2001 (
Stadoù-Unanet) - senario : Erik Jendresen
- sevener : Tom Hanks
- padelezh : 56 mn
En Izelvroioù, e miz Here 1944, Winters a skriv rentañ-kont un oberenn bet renet gantañ un nebeud devezhioù a-raok. Dont a ra tammoù an argadenn-mañ e doare flashback e-pad ar rann. Goude an argadenn e vez fiziet komandamant an Easy Company e Frederick « Moose » Heyliger, a gemer plas Winters, bet anvet da eil komandant an eil batailhon gant ar c'horonal Sink. E keit-se eo karget an Easy Company da aozañ saveteiñ harzlammerien vreizhveuriat. Gloazet eo Heyliger un nebeud devezhioù war-lerc'h. Mont a ra ar gompagnunezh, renet gant al letanant Norman Dike diwar neuze, da ziskuizhañ e Mourmelon-le-Grand, e reter Frañs, e-lec'h ma klevont ez eus bet boulc'het ur pezh argadenn en Ardenne gant an Alamaned.
- tudenn bennañ ar rann : Richard D. Winters
Rann 6 : Bastogne
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- skignadenn gentañ : 07/10/2001 (
Stadoù-Unanet) - senario : Bruce C. McKenna
- sevener : David Leland
Kelc'hiet eo an Easy Company nepell diouzh Bastogne, e Belgia, e-kerzh emgann an Ardenne. Eugene Roe, klañvdiour ar gompagnunezh, a ra e seizh gwellañ evit sikour e gamaraded da dalañ ouzh ar yenijenn, an diouer a voued hag a zafar medisinerezh. Mignon e teu da vezañ gant Renée Lemaire, ur glañvdiourez e Bastogne.
- tudenn bennañ ar rann : Eugene « Doc » Roe
Rann 7 : The Breaking Point
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- skignadenn gentañ : 14/10/2001 (
Stadoù-Unanet) - senario : Graham Yost
- sevener : David Frankel
E deroù miz Genver 1945, goude bezañ dalc'het he linenn e-pad emgann an Ardenne, an Easy Company zo karget da gas un enep-argadenn evit kemer kêriadenn Foy. Chalet eo paotred ar gompagnunezh gant al letanant Norman Dike, a vez ezvezant ingaloc'h-ingalañ. Carwood Lipton a glask mirout unaniezh an unvez daoust da se. Da vare an argadenn war Foy, Dike a chom difiñv ha lakaat a ra ar soudarded dindan e veli en arvar. Goude an taol-mañ, Winters a ziviz envel Ronald Speirs e penn an Easy e plas Dike.
- tudenn bennañ ar rann : Carwood Lipton
Rann 8 : The Last Patrol
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- skignadenn gentañ : 21/10/2001 (
Stadoù-Unanet) - senario : Erik Bork ha Bruce C. McKenna
- sevener : Tony To
- padelezh : 59 mn
David Webster, bet gloazet en Izelvroioù, a zistro en Easy Company e Hagenau (Elzas) e miz Genver 1945. Fae a ra soudarded zo warnañ abalamour n'en deus ket kemeret perzh en emgannoù taer en Ardenne er miz a-raok. Heñchañ a ra Henry Jones, ul letanant yaouank bet echuet e studioù e West Point er bloavezh kent. Karget eo ar gompagnunezh da dreuziñ ar stêr Moder diouzh noz evit distruj un ti ha tapout prizonidi.
- tudenn bennañ ar rann : David Webster
Rann 9 : Why We Fight
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- skignadenn gentañ : 28/10/2001 (
Stadoù-Unanet) - senario : John Orloff
- sevener : David Frankel
- padelezh : 58 mn
Erruet eo an Easy Company e Stürzelberg, en Alamagn. Diskuizhañ a reont en un takad sioul a-walc'h. Eno e klevont marv Franklin D. Roosevelt. Kregiñ a ra ar baotred da soñjal er pezh a refont goude dibenn ar brezel. Kaset int war-zu Bavaria, pa red ar vrud e klaskfe an nazied stourm eno betek an den diwezhañ. E-kichen Landsberg am Lech e kav ur batrouilhenn ur c'hamp-distruj, ha klask a ra soudarded an Easy sikour ar re vac'het. Talañ a reont ouzh annezidi ar gêr e-kichen a embann ne oarent ket e oa eus al lec'h-se.
- tudenn bennañ ar rann : Lewis Nixon
Rann 10 : Points
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- skignadenn gentañ : 04/11/2001 (
Stadoù-Unanet) - senario : Erik Jendresen hag Erik Bork
- sevener : Mikael Salomon
- padelezh : 62 mn
E deroù miz Mae 1945, goude marv Hitler, e erru an Easy Company e Berchtesgaden, kêriadenn annez kalz pennoù bras nazi. Ar gompagnunezh eo an hini gentañ o vont betek ar c'hKehlsteinhaus, « neizh an erer », un ti bet profet da Hitler e krec'h ur menez. Eno e klevont eo en em rentet an arme alaman. Diskoachañ a reont kav ti Hermann Göring, e-lec'h ma kavont miliadoù a voutailhadoù alkol laeret e Europa a-bezh. An deiz war-lerc'h int kaset da Zell-am-See, e Aostria, evel nerzh ac'hubiñ. Winters a zegemer daskoridigezh ur c'horonal alaman. Kaoz a zo eus kas ar rejimant war dalbenn ar Meurvor Habask.
- tudenn bennañ ar rann : Richard Winters
Degemer
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar stirad en deus degemeret 94% a alioù mat war ar savenn Rotten Tomatoes[1]. 9,4/10 e oa e notenn war al lec'hienn IMDB e 2026[2].
E brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Istitlet eo bet ar stirad e brezhoneg e 2012 gant ar strollad An Team Istits[3].
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Stephen E. Ambrose, Band of Brothers, Touchstone, 1992, 336 p. (embannadur kentañ), ISBN 978-0743224543. Troet eo bet e meur yezh dibaoe, galleg en o zouez.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1 2 3 (en) Band of Brothers, Rotten Tomatoes (lennet d'an 31/03/2026)
- 1 2 (en) Band of Brothers, IMDB (lennet d'an 31/03/2026)
- ↑ Band Of Brothers, istitlet e brezhoneg !, An Team Istits (lennet d'an 31/03/2026)