Ball-trap

Ar ball-trap zo ur sport tennañ, ma ranker tizhout pladennoù pri taolet er vann, a-drugarez d'ur fuzuilh flour he c'hanol. Meur a amprouenn zisheñvel zo ennañ, ha teir anezhe zo olimpek.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krouet e voe ar sport en XVIIIvet e Bro-Saoz gant chaseourien hag a felle dezhe pleustriñ war an tennañ er-maez eus mare ar chase. Da gentañ e veze tennet war bichoned bev. Mouezhioù a savas a-enep implij loened bev, hag en XIXvet kantved e krogjod da implijout boulennoù gwer leuniet gant pluñv. Adalek 1880 e voe graet gant pladennoù pri, evel hiziv an deiz. Implij loened bev a gendalc'has betek ar bloavezhioù 1930. E-pad an Eil Brezel-bed e veze graet ball-trap gant soudarded stadunanat[1] pe alaman[2], levierien nijerezed en o zouez, evit pleustriñ war o dastaolioù.
Kevreadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Reolennoù ar ball-trap a-vremañ zo bet termenet adalek ar bloavezhioù 1920 e Massachusetts. Er Stadoù-Unanet e oa bet krouet ar c'hevread kentañ, National Skeet Shooting Association e anv, e 1947. E Bro-C'hall, ar C'hevread Tennañ gant Armoù-chase (Fédération Française de Tir aux Armes de Chasse e anv ofisiel), bet krouet e 1925 gant ar c'hont Justinien Clary, a gendeuzas e 1967 gant Unaniezh Ar C'hevredigezhioù Tennañ (Union des Sociétés de Tir) e-barzh ar Kevread Gall ar Sportoù Tennañ (Fédération Française de Tir). E 1985 e voe ur rann koulskoude, ha savet e voe Kevread Gall ar Ball-Trap (Fédération Française de Ball-Trap), a zo anezhi c'hoazh[1]. 13 kleub meret gant Kevread Bro-C'hall ar Ball-Trap a oa e Breizh e 2025, 6 anezhe e Aodoù-an-Arvor[3].
-
Ball-trap e 1899
-
An tenner Vincent Hancock (Stadoù-Unanet) e C'hoarioù olimpek Rio (2016)
-
Aozadur un dachenn Skeet olimpek
-
Ur mekanik da vannañ pladennoù pri
Amprouennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Teir amprouenn olimpek zo er ball-trap. E Bro-C'hall int meret gant an FFTir [4]:
- Fos olimpek
- Skeet olimpek
- Double trap
C'hwec'h amprouenn all a zo anezhe, meret e Bro-C'hall gant an FFBT :
- Fos hollvedel
- Hentad chase
- Compak Sporting
- Fos Euro
- Pemoc'h-gouez o redek
- Biñsoù-tro
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 (fr) Un peu d'histoire..., Le Progrès, 13/07/2016 (lennet d'an 29/09/2025)
- ↑ (en) ENGESSER Joe, The M30 Drilling and the Luftwaffe Shotgun war Rock Island Auction (lennet d'an 29/09/2025)
- ↑ (fr) Clubs et Comités war lec'hienn an FFBT (lennet d'an 29/09/2025)
- ↑ (fr) Présentation générale war lec'hienn an FFBT (lennet d'an 29/09/2025)