Mont d’an endalc’had

Baker (karabinenn)

Eus Wikipedia
Baker
Pattern 1800 Infantry Rifle


Ur garabinenn Baker
Kinnig
Bro Banniel Bro-Saoz Bro-Saoz
Doare Karabinenn un-tenn
Mont en-dro Platinenn-gailhastr, karget dre he beg
Kalibr ar c'hanol 15,9 mm (0.625 meutad)
Ijiner Ezekiel Baker
Mare implij 1831-1837 (Breizh-Veur)
Perzhioù teknikel
(stumm Long Land Pattern)
Mas 4,08 kg
Hirder 1.162 mm
Hirder ar c'hanol 762 mm

Bannadell Boledoù plom 15,6 mm (0.615 inches)
Tizh mont e-maez ar boledoù 305 m/s
Lusk-tennañ Hervez an tenner, peurliesañ war-dro 2 denn/mn
Hed-tenn efedus Etre 200 ha 300 m
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall D

Ar Baker, pe hervez hec'h anv ofisiel en arme Pattern 1800 Infantry Rifle, zo ur garabinenn dezhi ur blatinenn-gailhastr hag ur c'hanol rizennet. Ijinet e voe gant an armeurer londrezat Ezekiel Baker etre 1798 ha 1800, ha servijout a reas er British Army etre 1801 ha 1837. Un doare fuzuilh-resisted e oa evit he mare.

E 1799 e fellas d'ar British Army bodañ e fuzuilherien e strolladoù aozet ha pourveziet en ur mod heñvel, evit gellet enebiñ en ur mod efedusoc'h ouzh ar brezel krogadigoù kaset gant ar Frañsizien. Evit-se e oa ret kaout armoù-skoaz resisoc'h ha gouest da dennañ pelloc'h[1]. Aozet e voe kenstrivadegoù evit dibab un arm-skoaz nevez e 1800[2], ha mont a reas ar maout gant ar garabinenn ijinet gant Ezekiel Baker, un armeurer staliet e karter Whitechapel e Londrez, ha mignon tost da briñs Kembre[1].

Ur fuzuilher breizhveuriat o tennañ gant ur garabinenn Baker. Engravadur tennet eus ul levr embannet e 1803, krouer an arm.

Rizennet e oa kanol ar Baker, met lakaat a rae ar bannadelloù da dreiñ goustadik (ur c'hard-tro war-hed ar c'hanol). Kement-mañ, gant donder dister ar rizennoù, a oa bet soñjet evit aesaat adkargañ an arm dre e veg. He hed-tenn efedus e oa 200 metr, ar pezh a oa uhel evit armoù-skoaz d'ar poent-se. Etre daouarn un tenner ampart-kenañ e c'halle bezañ skoet ur sibl e 300 metr zoken[2]. Pourveziet e oa ar skouerennoù kentañ gant ur mailh, evit skeiñ gant ar vazh a vonte ar vannadell er c'hanol. Dilezet e voe diwezhatoc'h pa voe merzet e oa a-walc'h nerzh an dorn d'en ober. Un toullig a oa en he lamm evit renkañ an ostilhoù hag ar pilhoù da gempenn anezhi. Ur c'hleze-baionetez hir a-walc'h (61 cm) a c'halled sevel warni evit an emgannoù a-dost[3].

Ur stumm berroc'h ha bihanoc'h e galibr a voe savet evit ar marc'hegerezh ivez. Implijet e voe kalzig ar Baker da vare ar brezelioù napoleonian, ha pourveziet e voe miliadoù a skouerennoù anezhi da gevredidi Breizhveuriz a felle dezhe sevel unvezioù fuzuilherien ivez evit talañ ouzh armeoù Napoleon[1].

Ar fuzuilh Brunswick a gemeras he flas er British Army adalek 1837. War-dro 70.000 skouerenn eus ar Baker a voe produet en holl[4]. Ur gopienn eus an arm zo bet kemennet gant an embregerezh italian Pedersoli er SHOT Show 2025[5].

  1. 1,0 1,1 ha1,2 (en) BLUMBERG Arnold, The Baker Rifle: Why it was so Accurate, Deadly, and Dependable, Warfare History Network, miz Kerzu 2005 (lennet d'ar 16/08/2025)
  2. 2,0 ha2,1 (en) McCOLLUM Ian, Baker Pattern 1800 Rifle for Napoleonic Wars Sharpshooters, Forgotten Weapons, 11/08/2025 (lennet d'ar 16/08/2025)
  3. (fr) HOUSTON Rob, STROYAN Christine (renerezh), Armes à feu de légende, Larousse, 2019, p. 60-61
  4. (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie Visuelle, L'Imprévu, 2022, pp. 112-113
  5. (en) TENDAS Pierangelo, Pedersoli new rifles for 2025, Gunsweek, 23/01/2025
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan